evit diskouez d’e-hoc’h ne lavarann ket a c’hevier, e karfenn eureuji d’e-hoc’h. Ne dalv ket d’in lavaret a-vad, rak ne ve ket kavet beleg e-bed er vro-ma. — Ma na vez ket kavet ama, e vezo kavet e leac’h all, ha kredi a rann, eme al loen, ne c’hellfet ket miret ne eureujfemp, pa’z ounn evit lavaret ar pez am beuz c’hoant.
Setu neuze hag hi ho daou ha dont adarre da di ann tad da c’houlenn out-han aotrea dimezi. He-man ne viraz ket, dre ma wele e voa red mad d’ezhan. Kredi a rea oc’h-penn, eur weach ma vije dimezet he verc’h gant al loen, e choumje er vro, pe da vihana e c’hellje hen, he zad, mont da choum gant-hi d’he zi. Ann dra-ze a roe kalz a fisians d’ezhan, he dre-ze ez eaz gant he verc’h hag al loen da gaout ann aotrou persoun, da c’houzout diout-han hag hen a eureujfe anezho.
Ann aotrou persoun, pa glevaz petra voa, a lavaraz ne voa ket evit kemeret ar garg-ze dindan he galotenn, hag e voa red mont hueloc’h. Ar re-man neuze a ieaz da gaout ann aotrou ’nn eskop a lavaraz ive ne voa ket evit ober traou er c’hiz-ze. Ann arc’heskop goude a lavaraz, evel ar re all, ne voa ket roet ar garg d’ezhan da zimezi eur gristenez gant eul loen iskiz.
— Mad ! mad ! eme al loen neuze ; gwella tra a c’houfemp da ober, hag ar berra ivez, eo mont da Rom da gaont ann Tad sentel ar Pab ; hag ar re-man enn hent hep dale. P’en em gavchont dirak ar Pap, he-man a c’houlennaz digant ar plac’h