Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

220
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hag en em gaout e poent hag enn amzer, evel ann dro genta.

Brema a-vad ann tad a ra difenn na ve den ken aliet fall evit mont da glask poket d’he verc’h iaouanka. — Petra dalvez difenn netra oc’h ar ia­ouankiz ? Neuze eo ez int douget gwasa da heul ho fenn, evel a reaz eunn den iaouank a voa eno enn eured. Dre ma voa bet difennet ann dra-ze oc’h ann holl, e lavaraz ha pa vije devet kik ha kro­c’henn, e pokje d’ar plac’h iaouank-ze ; hag a greiz ne zonje den e netra, ha dirak ann holl, e lammaz evit poket d’ezhi, pa gouezaz eno devet e ludu, evel ann hini kenta. Al loen neuze a zammaz ar plac’h iaouank adarre, hag a ieaz gant-hi d’ar gear.

Pa en em gavaz, e lakeaz anezhi enn he c’hampr, ha ne deuaz goude d’he c’haout nemet a-benn eur miz. Ar verc’h-ma a voa nec’het hag enouet o choum evel-se he-unanik, hep gwelet he loenik ; ha pa zistroaz he-ma d’he c’haout, e voe laouen, evel a c’hellit kredi, hag al loen ivez, rak gwelet er-vad a rea brema e voa karet gant-hi.

Koulskoude, evit anaout gwelloc’h peger braz e voa he c’harantez out-han, a-benn eur pennad amzer goude ma voa tremenet ann traou-ze, hag er mare na zonje hou-ma e netra e-bed, setu hag hen ha goulenn out-hi : — Daoust ha te a gar ac’hanoun-me evel ma karann ac’hanoud ? — Ha perak, eme-z-hi, ne rafenn-me ket ? Abaoue m’e­maoun ama ne glaskit nemet ober vad d’in ; hag