Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

216
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ha d’ar mevellien, evel ma’z eo ar c’hiz pa zimez unan-bennag.

N’em beuz ket lavaret c’hoaz beteg-hen e voa ar verc’h-ma, koant ha kaer pa voa eat euz ar gear ; pe mar d-eo bet lavaret ne voa gened hou-ma neuze netra e-skoaz ma voa brema ; hag ar pez a lakea ann dud souezet, eo dre ma welent anezhi gant eul loen ken heuzuz ha ken divalo. Ann dra­-ma a lakeaz daou zen iaouank a voa enn eured da lavaret etre-z-ho e voa eur pec’hed marvel gwelet anezhi evel-se oc’h heul eul loen ken iskiz, hep na c’helle den poket d’ezhi. — Evid-oun-me a raio zur, eme unan anezho, ha pa c’houfenn beza la­zet. — Diwall, eme egile, gant aoun n’as pe keuz war-lerc’h ! — Gwaz a ze, lakeat eo em fenn gan­-en, hag ober a rinn evel a lavarann.

Sada he-man em-berr hag o vont da guzet enn deresiou, evit ober gwelloc’h a ze he dro, pa vije ar plac’h iaouank kaer o tont. Kaer en devoe, gwelet e voe gant hou-man, a lavaraz d’ezhan — Mar d-oc’h eaz enn ho tillad, it ac’halesse pa lavarann d’e-hoc’h. — He-man, e leac’h mont kuit, a zilammaz a benn herr o kredi poket d’ezhi, pa strinkaz out-han flammou tan hag her loskaz eno rak-tal. He vignoun a voa o sellet, a voe dar­bet d’ezhan beza devet ivez.

Al loen dioc’h-tu a ia da gaout ar plac’h iaouank, ha kregi enn-hi, hag he zeuler war he gein evel eunn arreval, ha kuit gant-hi ac’hano, evel eunn diaoul gant he dra. Ne voe ket pell enn hent,