Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

212
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Eunn dervez, e-pad ma’z edont ho daou o tiviz, ne c’houzounn diwar-benn petra, al loen, a-raok mont kuit, a lavaraz da hou-man en devoa eur c’helou da rei d’ezhi. — Petra eo, eme ar plac’h iaouank ; hag euz ar gear e ve ? — Ia da, eme al loen, da c’hoar hena eo a zo o vont da zimezi, ha marteze ivez e karfez gouzout gant piou e timez ? — Ia a-vad ; marteze ec’h anavezann anezhan ? — Mad, eme al loen ; n’as peuz nemet kemeret ar mellezour a zo aze, hag e weli ebarz piou eo. — Hag hou-man ha mont hep dale, na petra ’ta, ha kemeret ar mellezour ha gwelet ann hini a voa o vont da zimezi gant he c’hoar. — Anaout mad a rann anezhan, eme-z-hi. — Ia, eme al loen, he anaout a rez marteze dioc’h he welet ; ne c’houzoud ket a-vad pe seurt goaz eo : ann diaveaz euz ann dud n’eo ket hevel oc’h ann diabarz, hag he-ma a vezo pried da c’hoar, pegement-bennag m’en deuz doare. vad, a zo eur galoun dishevel enn he greiz. Taol evez oc’h ar pez a lavarann : da c’hoar a vezo ken euruz n’e devezo nemet daou dra da ober : dastum he c’hoef, dre ma kouezo diwar he fenn, ha sec’hi he daoulagad, dre ma tiverint.

Warc’hoaz, eme al loen, ema ann eured, ha m’as peuz c’hoant da vont, ez aimp hon daon. — Laouen-braz e venn da vont d’ar gear ; mar d-eo a-vad warc’hoaz ann eured, penaoz ec’h en em gavimp-ni eno, nemet war ann divezadou ? — N’as pez ket a nec’h gant ann dra-ze, eme al loen ; en