Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

206
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Ann daou-man skuiz-maro, naoun ha sec’hed d’ezho, a bignaz rak-tal ; dibri hag efa a rejont ar pez a rea vad d’ezho ; na petra ’ta ? Ha goude ho fred, ann tad a choumaz eunn diou pe deir heur gant he verc’h, hep na dostea al loen. Evelato, war-dro peder heur goude kresteiz, e voe klevet o tont, hag e lavaraz d’ann tad : — Debr hag ef adarre, abarz mont kuit, rak n’es peuz mui pell amzer da choum ama gant da verc’h.

Traou a voa war ann daol, hag al loen o welet ne grede ket tad, na merc’h kennebeud all, dibri tamm nag efa banne dira-z-han, a lavaraz : — Ha kredi a rit-hu eo bet lakeat ann traou-ze war ann daol evit ober poan d’e-hoc’h ? N’ho pezet aoun e-bed. Evid-oud-te, tad ar plac’h koant-ma, poent eo d’id tec’het ac’han, ha lavaret ken na vezo joaiou ar baredoz d’as verc’h [1], rak n’he gweli birviken mui. Arabad eo d’id eta lakaat da dreid da zont ama, ne d-afez ket beo er-meaz.

Neuze ann tad a gimiadaz, enn eur wela, dioc’h he verc’h, hag hou-man, evit rei nerz d’he galoun, a lavaraz d’ezhan : — Red eo, va zad, ober ar pez a lavar al loen ; kit ’ta buhan gant aoun n’ho pefe keuz. Me vezo euruz ama ; arabad eo d’e-hoc’h

gwela war va stad.

  1. Ce membre de phrase forme une figure des plus remarquables de concision et de précision. Il est temps de dire à ta fille : Tant que ne seront pas arrivées les joies du paradis, je ne te reverrai plus ; c’est dire, en termes aussi distingués que chrétiens, ce que l’on appelle communément un éternel adieu.