Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

204
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Setu brema ann tad laoueneat he ene. Lavaret a rea evelato : — Eur boan vraz e vezo d’in dont kuit dioc’h va merc’h muia-karet.

— Na mui na meaz, ne dalvez ket d’ezhan hir­voudi na klemm ; tostaat a ra ann amzer, ha mont a reont ho daon war-zu bro al loen. En em gavet er mare lakeat e ti ann hini koz, he-man a lavaraz d’ann dijentil : — Ac’hanta, deut oc’h eta gant ho merc’h ? — Ia da, eme ann tad, deut ounn, pa voa red mad, ne dalie ket digarezi. — Nann, eme ann hini koz, ha plijet gant Doue e ve great, ha great mad, ar pez emaoc’h o vont da ober. Sad’ aze nao c’hant vloaz m’emaounn-me ama, o c’hortoz ma teuio eur verc’h-bennag da veza treac’h d’al loen, ha da c’hallout he garet. Ken na vezo neuze[1], eo red d’in choum ama da hincha ha da gelenn ar re a deu, evel-d-hoc’h, da glask kaout eunn delienn euz al lore a gan : n’em beuz ken kefridi.

Neuze ann tad hag ar verc’h a ieaz ac’hano da di al loen ; he-man en em gavaz gant-ho pa’z edont o pignat da gaout ar wenodenn. — Deut oc’h eta, eme-z-han d’ann tad ? — Ia, eme-z-han, en em gavet ounn, aotrou. — Diwallit petra a lavarit ; me a zo eul loen ha n’ounn ket eunn aotrou. Pignit war-laez, traou a zo war ann daol, debrit

hag efit hep damant.

  1. Ces mots ken na vezo neuze constituent à eux seuls une phrase, car ils signifient : dès lors et tant que cela ne sera pas arrivé, il me faut, etc.