Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

200
AR MARVAILLER BREZOUNEK


— Me wel er-vad brema, eme ar gosa, eo gwir a lavare va c’hoar iaouank, ha war a welann e deuz kavet, gwelloc’h evid-omp-ni hon diou, ann dro da zont a-benn anezhan ; ha deuet eo evit doare, rak eunn dra-bennag a vraz a rank beza c’hoarve­zet gant hon tad, abaoue ma’z eo bet eat euz ar gear ; kastiza bemdez a ra, ha dizec’hi diwar he dreid.

— Asa, va zad, eme-z-hi eunn dervez-bennag goude, lavarit d’in petra a c’hoari gan-e-hoc’h ? Treutaat a rit bemdez, ha truez am beuz oc’h ho kwelet. — He zad neuze, pa c’houlenne out-han, a lavaraz d’ezhi petra voa en em gavet gant-han. — E feiz, eme-z-hi, pa glevaz, evid-oun-me ne d-inn ket da gaout al loen-ze ; d’ann hini e deuz goulennet ann delienn lore eo mont, a gav d’in, da baea anezhi ; a-walc’h eo d’in va c’hillek aour.

Ann eil gosa o welet he zad o wela eunn deiz, a c’houlennaz ivez out-han perak e wele, ha petra a rea poan d’ezhan : — Va zad, eme-z-hi, lavarit d’in, eunn dra-bennag a bounner a rank beza war ho spered. — Ia da, va merc’h, eunn dra-bennag a zo, ha setu ama petra eo. — Lavaret a eure d’ezhi neuze ar pez en devoa lavaret d’he verc’h hena, ha ne voa ket keal a zimezi eo, a c’hellit kredi. Hou-man ne voe ket, muioc’h evit ar genta, e chal da vont da gaout al loen, ha ne d-aje ket zo-ken, eme-z-hi, nag evit aour nag evit arc’hant.

Ann tad neuze a deuaz he benn da veza tenva­loc’h-tenvala, ha kredi a rea e rankje distrei