Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/210

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

198
AR MARVAILLER BREZOUNEK


troaz euz a di al loen heuzuz, en doa kemend a nec’h hag a enkrez, ma voa eat ar c’hoant dimezi pell diout-han.

Enn eur zont enn dro d’ar gear, ann dijentil a voe red d’ezhan tremen dre lochenn ann den koz­-meurbed hor beuz komzet anezhan ama a-raok : — Ac’hanta, eme he-ma, ha n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h petra a c’hoarvezche gan-e-hoc’h ? N’oc’h ket bet furoc’h evit ar re all, me wel, ha dont a rankoc’h, a-benn bloaz hag eunn dervez ama, da zigas unan euz ho merc’hed. Mar karjac’h beza sentet ouz-in, n’ho pije ket brema kement a nec’h evel ho peuz, o tistrei d’ar gear. Gwaz a ze d’e-hoc’h, rak kaer ho pezo, ober a rankoc’h ar pez a zo bet gourc’hemennet d’e-hoc’h gant al loen. It d’ar gear, hag affo, n’ho peuz ket a amzer da goll.

Neuze ann dijentil o welet ne voa netra evit her parea, a ieaz etrezek ar gear, eur boan spered vraz d’ezhan. Evelato, a forz da vale ec’h en em gavaz, hag he deir verc’h a zilammaz da boket d’ezhan peb eil, ha d’he vriata. He verc’h hena neuze a c’houlenn out-han pegouls en deuz lakeat ann deiz da eureuji : — Dimezit pa gerroc’h, eme­-z-hi d’ezhan, evit gouzout petra a lavarche. — Dimezet a-walc’h ounn-me, eme he zad ; ma n’as peus-te birviken muioc’h a c’hoant dimezi evit n’am beuz-me brema, birviken dimezi ne ri. Me garje ne vije deut ar froudenn fall-ze em fenn biskoaz !