Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/208

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

196
AR MARVAILLER BREZOUNEK


all-ma a zo maro, hag ouz ar pez ez ann da lavaret d’id. Evel a zo bet c’hoarvezet gant ar e-ze, a c’hoarvezo gan-ez, ma na rez ket ar pez a c’hour­c’hemennann d’id brema. P’as peuz kutuillet ann delienn lore-ze, kea d’ar gear gant-hi hag, a-benn bloaz hag eunn dervez, e ranki beza distro ama gant unan euz da verc’hed, pe n’am bezo damant e-bed d’id ; rak ma na zistroez ket d’ar c’houls ma lavarann, me a c’hwezo petra da ober ouz-id hag oc’h da vugale ha da vugale-vihan. Kea brema enn da hent, ha n’ankounac’ha ket va c’homzou, rak dioc’h a ri a gavi.

Deomp brema d’ar gear da welet petra lavar ar merc’hed etre-z-ho. Ann diou gosa a voa laouen o veza m’ho devoa bet ho c’hoant ; eunn tammik nec’h ho devoa ivez evelato, o welet en doa dis­pignet ho zad ann darn vuia euz he vadou evit rei d’ezho ho goulenn. Berraat a rea ar stal bemdez, hag o welet edo he c’hoarezed e poan gant ann dra-ze, ar iaouanka a lavaraz d’ezho n’ho devoa ket bet a skiant : — Ma ho pije goulennet, eme­-z-hi, evel am beuz-me great, eunn dra ha n’en divije ket bet va zad nemet ar boan d’he c’haout, hep na vije koustet netra e-bed d’ezhan, ne vije ket brema ho lod ker bihan ha ma vezo eunn deiz. Oc’h-penn zo, eme-z-hi, ar pez am beuz-me gou­lennet a denno ar c’hoant dimezi euz va zad, ha pa vezo distro d’ar gear, e weloc’h pe ez eo gwir pe c’haou a lavarann-me d’e-hoc’h brema.

Ne lavaraz ger gaou e-bed, rak he zad, pa zis-