Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

164
AR MARVAILLER BREZOUNEK

goll hon nerz hag hon ijin. Koantoc’h zo, ar roufl koz en deuz peadra eur pennad mad a amzer gant ann daou am boa paket deac’h, rak ne zebr ket nemeur a dra brema, ha p’en devezo naoun, e kavo ar brinsez iaouank, da c’hortoz eur preiz all-bennag.

— Va brepoz, eme Iann, gan-en-me ez euz ama eunn tamm ieotenn ; daoust ha ma rofez anez­han d’ar roufl koz, e-touez he voed, rak me a zo mall gan-en gwelet anezhan ? — Mad, eme ar jeant, n’euz netra easoc’h evit gwelet ha nerz e deuz ho ieotenn.

Eunn heur goude m’oa bet debret he bred-boed gant ar roufl koz, e roc’he ken a horjelle ar c’hastell traon ha kreac’h, hag ar jeant neuze ha dont da lavaret da Iann diskenn, pa garje, da welet ar roufl koz heb aonn e-bed. — Biskoaz, eme-z-han, n’em euz he welet o kousket evel hirio, nag o roc’hal ker kre. Daoust hag hen a varvfe, eme ar jeant ? Marteze al louzaonenn-ze a zo ampoezon ? — Kalz a geuz as pe d’ezhan, eme Iann ? — Keuz e-bed, eme ar jeant, rak feaz-maro ounn oc’h ober ar vicher a rann ama, dreist-holl brema, p’eo maro va breudeur. — Mar kerez, me a zo o vont da zistaga eunn taol baz houarn gant-han, da welet pe veo pe varo eo. — Amzer, eme ar jeant, o krena evel eur barr deliou. Red eo da genta laza ann tri gi-porz, pe emomp draillet gant-ho kerkent ha ma vezo glazet ar roufl koz. — Kent a ze, eme Iann, setu ama eunn tamm ieotenn all ; laka anezhi