Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

160
AR MARVAILLER BREZOUNEK

han, rak sorset eo gant eur c’hrac’h koz a zo o choum e-kever eur feunteun, enn tu all d’ar c’hoat braz du-hont, hag e deuz breou hag ardou Satan, war a lavarer. — Me laka d’in ema mad ar bed brema, eme Iann out-han he-unan. Ha te, eme-z-han, petra ’ra d’id beza ama oc’h ober ar vicher a rez, eunn den evel-d-oud-te ? — Peoc’h war gement-se, eme ar jeant, ha kenavezo em-berr. Setu aze dor ho kampr ; me a zo mall braz d’in mont enn hent adarre, gant aoun na oufe ar roufl koz em euz daleet keit all. Serrit kloz dor ha prenestou war-n-hoc’h, rak c’houez ar c’hristen a gleo ar roufl koz, a zo, m’oar-vad, ar c’houez ac’hanoc’h-hu.

P’oe eat ar jeant kuit, Iann en em lekeaz da gompren ar pez en doa klevet gant ar jeant diwar­-benn ar zorserez koz. — Va brepoz, eme-z-han, houn-nez a rank beza ar c’hrac’h koz e deuz komzet ouz-in e-tal ar feunteun, ha lavaret hano d’in diwar-benn ar c’hastell-ma hag al laboused treud a zo enn-dro d’ezhan. Chetu ama c’hoaz ann aour-ieotenn erm godell, hag a rentfe servich vad d’in ma ve red, eme-z-hi. — Grac’hik koz, eme Iann, ma ve gwir a lavarac’h, ar roufl koz a zo ar maro etre he zent, ha goude me welo piou a vezo ar mestr enn ti-ma.

Iann a glevaz ar roufl koz o roc’hal gwasoc’h evit eur moroc’h, ken a grene ar c’hastell gant­-han. — Evit brema, eme Iann, e c’hellann mont d’ober eur bale, da welet penaoz ema ar bed gant