Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

158
AR MARVAILLER BREZOUNEK

mar bez ezomm evel deac’h. Ha chans vad d’id ; ha taol evez, rak petra e teuinn-me da veza ma c’hoarvezfe d’id mankout, evel da zaou vreur ?

Ar jeant a ieaz neuze da gaout Iann he vaz houarn, hag he-ma a bedaz ar jeant da ziskouez d’ezhan ann ardamez dre ann ti.

Setu ma’z ejont, ar jeant o vont ebarz hag o tont er-meaz euz ar c’hamprou, ha Iann war he lerc’h, he vaz atao gant-han enn he zourn dre ma’z eant. Ar jeant a lavare da Iann hano ar c’hamprou ha da betra e servichent.

Digwezout a rejont em-berr gant eur skalier vean ; hag hi da ziskenn, ha Iann o welet eunn orik voan hag izel enn eur c’horn eno, a c’houlennaz : — N’omp ket bet ama c’hoaz ? — Peoc’h, eme ar jeant, aze eo ema merc’h roue ann Hiberni, o c’hortoz ma plijo gant ar roufl koz he dibri ; ha mar d-afemp-ni da zigeri ann or-ze, e klevfe ann tad-koz ac’hanomp marteze, ha kerkent ez afe kounnar enn-han, hag e vemp malet etre he zent pe draillet gant he ivinou a zo ker kalet hag ann houarn. — Petra, eme Iann, daoust ha n’hellfez ket diskouez al loen fall-ze d’in-me, hep m’hon defe drouk e-bed ?

— Eo da, eme ar jeant, m’ho pefe ann aour-ieotenn, pe ar velchenenn a bemp delienn da lakaat d’ezhan enn he voed, rak neuze e rafe eur c’housk a beder heur war-n-ugent, hep dihuna, hag e c’hellfe beza lazet dre he gousk. Evit a hend all n’euz na den, na diaoul e-bed hag a ve evit dont a benn anez-