Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/168

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


zo-ken, pe me dorro da zivesker. — Hag e rinn, eme ar jeant, a ioa brema eur pez bern kaoc’h tomm enn he vragez. — Ha Iann neuze ha diskenn euz he wezenn, ha d’ar c’hastell, he vaz houarn gant-han enn he zourn, hag ar jeant enn he raok atao, enn avantur na vije o klask ober eunn taol fobiez-bennag d’ezhan.

— Brema, eme ar jeant, pa oent en em gavet er c’hastell, me zo o vont da ziskouez eur gampr d’e-hoc’h da guzet, rak ma oufe ar roufl emoc’h ama, dioc’h-tu e lazfe ac’hanoun hag a rafe stripou gant va eskern. Rak-se, arabad eo d’e-hoc’h en em ziskouez da zen, nemet d’in-me, nag ober ann distera trouz. Boed, dillad ha kement tra ho pezo ezomm, a gavot enn ho kampr. — Me a zo poent d’in distrei da gaout ar roufl koz.

— Me gleo c’houez ar c’hristen, eme ar roufl koz, kerkent ha m’oe distroet ar jeant d’he gaout. — Ia, tad koz, c’houez ann daou zen am boa digaset d’e-hoc’h deac’h. — Ar re-ze a ioa tud divadez, va faotrik-me, ha me gleo c’houez ar c’hristen, ha c’houez pounner zo-ken. — Ia, c’houez ar brinsez iaouank. — Tro wenn ac’h euz great hirio, em euz douet ? — Ia da, eme he-ma, ne ket marz, rak deac’h am boa great eur gwall dervez ive. — Mad, kea adarre, buhana ha ma c’helli, d’ober eunn dro dre’r c’hoat, rak ne dle ket beza pell ac’han ann den a glevann ar c’houez anezhan. Kas daou gi gan-ez ; ar re-ze a wezo, gwell evid-oud, ann tres euz ann den badezet-ze, hag a roio skoaz d’id,