Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

154
AR MARVAILLER BREZOUNEK

er c’hoat, ha pignat enn eur wezenn gant he vaz, enn eur lavaret out-han he-unan : — Mar d-ann da vale er c’hoat, ar jeant a zeuio war va lerc’h hag a bako ac’hanoun, ha mar mankann war ann taol kenta, eo sklear va abadenn. Lezomp hen da zont d’am c’hlask da welet.

E-leal n’oe ket pell ma teuaz a c’hammejou braz­-divent, evel n’en doa biskoaz gwelet Iann den e­-bed oc’h ober, hag ar jeant ha gwelet Iann e gaol he wezenn : — Aze emoud eta, previk douar, eme-z-han. Diskenn d’ann douar ac’halesse ma kaozeimp eunn tammik. — Tamm e-bed, eme Iann, ha mar c’hoantaez kaozeal, kaozeomp. — Gwall afrontet oud, paour keaz bugel. Piou en deuz roet d’id ann hardisegez da zont er c’hoat­-ma hep goulenn na diskenn ? — Em euz douet te eo ec’h euz taget va daou gamarad, eme Iann, ker rok hag ar jeant bep ger. Laka evez ouz ar vaz houarn-ma. Hou-ma a dorro da benn d’id ha kement kostenn a zo enn da gorf milliget. Paotr ar vein milin ha paotr ann donell ac’h euz sammet evit gwir. Ar re-ze a-vad n’oant nemet krenn-baotred, eme Iann. Tosta ’ta ouz-in, koz skarinek digaloun, tosta ’ta buhan, mar kredez ?

Neuze ar jeant a lentaaz o klevet Iann, hag o welet he benn-baz houarn. Setu ma lavaraz : — Greomp ar peoc’h. — Mad a rez, eme Iann, ha diwall ouz-in atao, mar klaskez ober drouk e-bed. Oc’h-penn zo ; n’es pezo foeltr peoc’h digan-en­-me, ma ne valeez ket atao em raok, ha bale eeun