Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

150
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ha kant steredenn o lugerni. M’en divije kavet eur skod dero koz pe eur roc’h-bennag dre eno, oa great va zro gan-en ivez.

Kemer eul louzou-bennag, va mabik, eme ar roufl koz, ha gra eur pennadik kousket, hag abarz nemeur e vezi kuit ha pare. Muioc’h a aoun ec’h euz bet evit a c’hloaz. Me a-vad a zo gwall dizet, rak petra e teuinn-me da veza, ker koz ha ma’z ounn, mar teuez-te da vankout d’in brema ? Hast affo, va mabik paour, rapari da nerz, rak me gleo c’houez ar c’hristen. Ne blij ket nemeur kik ar baganed d’in ; gwelloc’h a vezo em-berr, a gredann, eme ar roufl koz, o lipat he vuzellou gant he deod ; ann daou breiz-ma n’int mad nemet d’ann tri gi-porz a zo war iun eur pennad zo.

Ann tri gi stag-ze n’ho doa ket ehanet da razaillat abaoue m’oa distroet ar jeant, gant mall da lammet war eunn tamm kik, pe gant drouk oc’h Iann he vaz houarn. Stag mad oant a-vad oc’h peb a chadenn dir hag a ioa teo ha gwenn evel arc’hant, kement e troent hag e tistroent ouz ho stag.

Iann, o welet en doa eur pennad amzer da c’hedal ar jeant da ziskuiza, a reaz eur bale enn-dro d’ar c’hastell evit gwelet ann doareou dre eno ha klask ann tu da gaout ann ardamez evit dont beteg ar brinsez a ioa er c’hastell, dioc’h a lavare ar roufl koz d’ar jeant. Ha Iann, dre ma’z ea, a skoe taoliou baz houarn gant ann douar hag ar moge-