Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

142
AR MARVAILLER BREZOUNEK

skanv. Ma tigouezaz Iann gan milin Lenn-veur, ha gwelet eno eur paotr iaouank o c’hoari ’r c’horn gant eur varrikenn ha daou vean milin. Ha mont Iann dioc’h-tu ha tenna he dok : — Demateoc’h, va mestr, eme-z-han. — Ha d’e-hoc’h ive, va den mad, eme egile. C’houi a lavar va mestr, em euz douet c’houi a zo paotr mad ivez. — Bete vrema n’em boa ket kavet va far, eme Iann ; c’houi a-vad a zo eur barr enn tu all d’in c’hoaz. — Deut ama ho paz d’in, eme egile, ha krogit er pesiou, da welet ha c’houi a raio ho taol. — Diwallit, eme Iann, na ve koueza a rafe va baz war ho treid, rak pounneroc’h eo evit eur wialenn gelvez. — M’euz aoun eo eunn houarn milin a zo gan-e-hoc’h da vaz. — Ia da, eme Iann o kregi enn daou vean milin, hag o teurel he bez kenta pell dreist ar varrikenn, e-touez ar ieot er prad, ha darbet d’ezhan zo-ken koueza er ganol a ioa pell enn tu all. — A-walc’h, eme baotr ar vein vilin, gant aoun da goll ar pesiou. Hag hep beza re ranel, eme-z-han c’hoaz, ha c’houi lavarfe d’in-me o vont da be leac’h emoc’h ? — O vont da redek bro, eme Iann ; dont a rit ivez ? — Ker laouen hag ann heol, eme egile ; hag hen lakaat eur pez e pep godell, ha kregi er varrikenn da c’hoari enn eur vont gant ann hent.

Marvaillou a zavaz gant ann daou-ma o kounta ho c’hoariou kaer ann eil d’egile. Chetu ne wient doare, ken na weljont eunn den o kerc’hat dour gant eunn donell. — Demateoc’h, paotred vad,