Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/152

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


miliner ha rei ann doum d’ezhan. Hag ann daou­-ze neuze d’ar vilin war ho fouezik.

Iann Ker-Savater a gave den brao miliner Treiz-logod, evit-han da veza eul laer bleud, evel m’en doa klevet ez oa ar vilinerien peurliesa :


Ar mlliner laer ar bleud
A vo daonet beteg he veud ;
Hag he veud ann daoneta
A ia er zac’h da genta.


Ar miliner-ma, o veza m’oa dour kre d’ann nmpoent-ze enn he vilin, evel a lavarer, a zalc’haz Iann da bortezat. Biskoaz mevell e-bed par da Iann, na tost zo-ken. Pa veze ezomm da zevel ar mean milin da lemma, Iann ne d-ea ket da glask na kordenn na troell, nemet sevel ar mean diwar bouez he zivreac’h. Kas a rea ive mui a ed hag a vleud d’ar marc’had, war he chouk, eget marc’h e-bed euz a Gerne hag euz a Leon, zo koantoc’h.

Dre-ze ar miliner o welet ez oa Iann eunn den dispar ha mad-distaill da labourat, a ginnigaz he verc’h d’ezhan da bried. Iann a-vad, pa glevaz, a oe souezet, hag o veza ne gomprene ket a draou evel-se, e krogaz mez enn-han, hag hen mont ha tec’het kuit dre laer, evel p’en divije great eunn torfed-bennag.

Enn eur vont er-meaz euz ar vilin, e welaz eunn houarn braz eno, e-tro kein ann or, ha tapout peg enn-han hag he gas gant-han evel eur wialennik