Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

138
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Daoust da ze, Iann a iea hag a rede evel eunn di­felc’het, ken a gouezaz war he fri, feaz-maro. Kiliet[1] e oa bet, m’oar-vad, gant ar c’heler a-red enn noz dre ar c’hoajou ha dre ar parkeier.

Miliner Treiz-logod o tont er-meaz euz ann ti goude he iod, a glevaz eunn dra-bennag hag a ieaz dioc’h ann tu-ze, enn eur chaokat he damm kreun. Setu hag hen hag en em gaout gant Iann. — Petra c’hoari gan-e-hoc’h, va den mad, eme ar miliner pa her gwelaz ? Eunn truez eo ho kwelet ! — Aotrou sant Herbot benniget, kalz a draou, siouaz ! eme Iann. Dare ounn gant ann naoun, ha feaz-maro o c’haloupat er c’hoajou-ma. — Dalit, va den keaz, eme ar miliner, o rei da Iann ann delienn vara a choume c’hoaz enn he zourn.

— He-ma zo mad, eme Iann o lounka bara ar miliner enn eur c’henaouad. Kant bennoz Doue d’e­-hoc’h ! Rekouret hoc’h euz va huez d’in. Biskoaz ne gaviz eunn eskenn voed ker c’houek d’am c’haloun hag ann tamm bara-ma. — Neuze setu ha Iann hag a zao war he ellou. — Deomp ac’han d’ar vilin, eme baotr Treiz-logod, rak gwall-dirapar eo ho tillad enn-dro d’e-hoc’h ha leun bri oc’h ivez. Krena a rit oc’h-penn gant ar riou pe ann dersienn.

— Iann n’en doa ket a nerz a-walc’h da vale, hag ar

  1. Kiliet, participe de kilia ou kelc’hia, entourer dans un cercle, par allusion aux opérations préliminaires des magi­ciens avec leur baguette.