Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

134
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ampouaill dizoare, eme ar merc’hed all a ioa enn-dro d’ar poull. Gant ar vez dihana ! paotr braz, keit da zent hag eur vioc’h koz ! Bremaik n’hi ho kaso da zeski chaogat bara pelloc’h.

Biganna ne lavare ger, rak mez e devoa gant he c’holladenn, hag aoun o senti ouz he moumoun keaz, enn avantur na vije great goap anezhi ivez. — Jezuz ! Gwerc’hez Vari ! eme eur c’hrek, daoust ha n’emoc’h ket e santimant da zizouna ar paotr iaouank-ze morse, va c’homer geaz ? — E feac’h eo, eme Biganna, ha pell zo emounn zo-ken o klask ann dro d’hen ober, rak feaz-maro ounn o vaga va map. N’ouzounn ket a-vad penaoz dont a-benn euz va zaol, hag oc’h-penn zo, ar bara a zo bihan, evel a ouzoc’h, ha va hanter-tiegez, mar d-eo mad da c’hounid, a zo gwelloc’h c’hoas da zispign. — Ravoderez, eme ar merc’hed all enn eur vouez, ha netra ken ! Biskoaz bravoc’h tro ; list ar golladenn-ze da c’houlenn kement ha ma karo ; choumit aze seder hag en devezo mez.

Iannik a reaz eunn talabao mar d-oa spount, o pidi hag oc’h aspidi be vamm da vont da rei bronn d’ezhan.Pa oe skuiz, a-benn eur pennad, ar paotr a ieaz d’ar gear da gerc’hat eur skabell goat, hag a zeuaz bete dindan fri he vamm da lavaret d’ezhi dont da rei bronn d-ezhan.

Ar merc’hed all ne rejont nemet c’hoarzin ha lavaret d’ar paotr min-livriz, pep-hini he besiad, kaeroc’h ann eil evit egile. Unan anezho, o welet n’oat ket evit dont a-benn anezhan a hend-all, a