Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

130
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Hag ar marc’h ac’hano kuit d’ar gear, ha Iann d’he lez da gaout he rouanez iaouank.

War am euz klevet e oe euruz gant-hi e-pad he vuez, hag e oe ker mad out-han ha ma’z oa bet rok a-raok oc’h ar roue.

Evit peur-lavaret brema : Ar marc’h a zo bet kemend all a hano anezhan er marvaill-man, a ioa tad Iannik, deut da zeski skiant d’ezhan ha d’he ren dre hent poaniuz ar vuez.



————