Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/140

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hou-man ne lavare ann dra-ze nemet evit paka ar roue, dre m’e devoa brema muioc’h a c’hoant da zimezi gant Iannik eget da vont d’ann dour d’en em veuzi.

Ar roue, ken diot hag eul leue briz, a laka digas di eur pez bern keuneud ; mont a ra enn he greiz evel Iann, ha dioc’h-tu e oe c’houezet ann tan war-n-han. Ne badaz ket pell tantad ar roue ; enn eunn taol-kount e oe mouget, devet ha pulluc’het kik, kroc’henn, eskern hag all, hep na choumaz anezhan nebeutoc’h evit netra. Evel-se e oe great eur paotr koant anezhan !

Neuze ar brinsez laouen a lavaraz da Iann : — Te eo ec’h euz great ann taoliou kaera, te eo dre-­ze a dle beza roue brema, ha roue e vezi, ha me da rouanez.

Hep dale e oe great ann eured gant-ho gant pep seurt lid ha levenez ; ha kredi a c’hellit e oe gant­-ho eur friko ar seurt ne oa ket bet gwelet pell a ioa. Goude ma oe distaget dioc’h ann eured, Iann a ieaz da gaout he varc’h d’he gastell brankou, da lavaret d’ezhan petra a ioa c’hoarvezet, ha d’he drugarekaat evit kement vad en doa great d’ezhan abaoue ma oa deut euz a di he gerent. Ar marc’h neuze a lavaraz : — Brema me ia da zistrei d’am bro, n’am gweli mui hiviziken, rak hiviziken ken­-nebeud n’es pezo ezomm ac’hanoun. Kenavezo ’ta evit-mad ! Lavaret em boa em bije great vad d’id endra c’helljenn ; great em euz, a gredann, hervez va galloud ; kenavezo da viken !