Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

126
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ket mad anezhi enn-dro d’id, e lavari d’ar roue c’houeza ann tan, pa garo, war-n-oud.

Iann a reaz penn-da-benn kement a ioa bet la­varet d’ezhan gant he varc’h, ha p’en devoe lava­ret d’ar roue c’houeza ann tan, ar flamm dioc’h-tu a lammaz ker buhan gant ar c’heuneud, ma oent devet buhanoc’h evit n’am euz lekeat da skriva ann dra-ze ama.

Pa’z edo ann holl o keusia da Iann hag o lava­ret ez oa pec’hed devi eur seurt paotr koant, eur paotr a galoun vad evel-d-han, setu neuze ha Iann hag ober eul lamm euz a douez ar glaou ruz, enn eur grena enn he holl izili gant ar riou ; n’oa ket evit herzel, eme-z-han. — Burzud ! burzud ! a la­varaz ann holl, eur zant eo pe eunn diaoul. — Ne ket eunn diaoul eo, eme ann dud o voda enn-dro d’ezhan ; sellit out-han peger kaer eo ! Ann hanter eo koantoc’h evit na d-oa a-raok. — Ha gwir a-vad, hag ann holl a ioa eno souezet ha mantret, a c’hellit kredi.

Ar brinsez, deut da zellet, a oe souezet ive ke­ment hag ar re all, hag he c’haloun neuze o tont enn eunn taol da garet Iannik, o welet peger koant oa deut da veza, ar brinsez a lavaraz d’ar roue : — Sad’ aze eur paotr a-vad ! Ma vijec’h-hu bet ker brao den ha Iann, e vijec’h bet mellezour va daou­-lagad, hag e vijenn bet euruz war ann douar.­ — Ha ma rafenn-me evel-d-han, eme ar roue d’ar brinsez, marteze e teufenn ive ker kaer ba ma’z eo ? — E c’hallfac’h dont marteze ; eme ar brinsez.