Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

124
AR MARVAILLER BREZOUNEK

roue ? — Eo da, eme Iann ; unan am euz hag a rafe eur vad-bennag evid-ounn. — Mad ! eme ar marc’h ; kea d’he gaout ha lavar d’ezhan klask d’id eur voutaill, eur stouf d’he bounta, eur skrivell hag eur bros pe balouer. Ne d-euz ezomm netra e-bed ken. P’as bezo bet ann traou-ze digant-han, deuz ama affo d’am c’haout, ha me a lavaro d’id petra as pezo da ober.

Iann dioc’h-tu a zistro ac’hano da gaout he vi­gnoun d’ar mechosi, hag en devoe digant-han ar pez a c’houlennaz ; ha d’ar red, kuit war he c’hiz, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. He-man a lavar da Iann : — Skrivell mad ac’hanoun ha dastum er voutaill, gant ar palouer, ar boultreun ha kement a gouezo diouz-in. — P’en devoe great Iann ar pez a lavare he varc’h d’ezhan, ar voutaill ne oa ket hanter leun, na tost zo-ken. — N’euz forz, eme ar marc’h, laka dour ebarz da beur-garga anezhi, ha diwall d’he c’holl a-vad. Breman n’as pezo mui ken tra da ober nemet mont da gaout ar roue, ha lavaret d’ezhan e karfez ober da lochenn e-kreiz ar bern keuneud a zo dastumet da zevi ac’hanoud ; ha gou­lenn ive digant-han amzer da ober da bedennou, a-raok ma’z i da glask rouantelez ar Baradoz. Kas gan-ez eur skabell da azeza. Neuze, eat ebarz, e tenni da roched diwar da dro, ha gant ar pez a zo er voutaill e walc’hi da izili hag e froti anezho endra c’helli. Goude m’as pezo en em c’hlebiet evel-se penn kil ha troad, gant ar pez a choumo er voutaill, e walc’hi ive da roched, ha p’as pezo gwis-