Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

120
AR MARVAILLER BREZOUNEK

— Enn taol-man, eme-z-han, ez oc’h d’in, rak ne gredann ket e c’hellfac’h digarezi pelloc’h beza va fried. — Nann, eme-z-hi ; n’em euz ken nemet eunn dra da gaout digan-e-hoc’h a-raok dimezi, ha kredi a rann em bezo ann dra-ze, p’am euz bet ann traou all. Ar reked-ze am euz da c’houlenn eo ma vezo devet e-beo Iann, e-kreiz leur gear.

— Petra, eme roue Breiz ! Penaoz a rinn-me evit devi eur paotr en deuz great kemend a vad evid-oun, goude m’emounn o paouez lavaret d’ezhan e vije digollet mad divezatoc’h evid ke­ment en deuz great. — Gwaz a ze, eme ar brin­sez, mar hoc’h euz c’hoant d’am c’haout, eo red e ve great kement-se. — Mad ! mad ! pa’z eo red, e vezo great, rak n’eo ket eunn den a viro ouz-in da gaout ac’hanoc’h.

Sada beac’h, enn taol-man, war gorf Iann adar­re ! Ar roue a laka kemenn d’ezhan dont d’he ga­out. Iann, pa glev ez eo galvet gant ar roue, a zo lorc’h enn-han o kredi, war he vennoz, ez eo evit kaout he c’hobr eo enn dro-man. Paour keaz Iannik ! Distroet e vezo da benn d’id bremaik, pa glevi petra zo a nevez.

Sounn he benn gant-han, ez eaz da gaout ar roue ; izel e tistroaz ac’hano. — Petra zo, roue, eme Iann ; galvet ounn gan-e-hoc’h, am euz kle­vet. — Ia da, Iann, hag eur boan vraz eo d’in lavaret petra zo ; goude kement ac’h euz great, ne oufe c’hoarvezout gwasoc’h gan-ez, kleo : Merc’h