Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

118
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Gwir a livirit, ha mar gellann, eme Iann, n’ho pezo drouk e-bed mui euz va ferz ; m’am euz great eunn tammik trouz d’e-hoc’h, oa rankout d’in ober evit kaout ann alc’houesiou-man. Ho tru­garekaat eta, roue ; kenavezo ! — Ha da zistrei da Vreiz gant he alc’houesiou hag he varc’h.

P’en em gavaz, e oe mall gant-han mont da gaout ar roue a oa lorc’h enn-han, pa welaz Iann distro ken abred. — Petra, eme-z-han, distro oud, Iann ? — Ia da, roue, ha gan-en, gwella a zo, ann alc’houesiou aour hoc’h euz goulennet. — Eunn den oud, Iann, eme ar roue, ha ne ou­zounn ket petra da rei d’id evit kemend all a boan ec’h euz bet evid-oun. — Gwella a gavchenn a ve mad, eme Iannik, eo m’ho pe ar vadelez d’am lezel hiviziken da ziskuiza ; gwall dorret eo va c’horf gant al labouriou am euz great pell zo. Ne ve ket drouk d’in brema, a gredann, choum er gear hep mont da foeta hent dre gement bro a zo. — Hiviziken, eme ar roue, n’es pezo mui bale e-bed da ober, ha pa vezinn-me eureujet gant merc’h ar roue Fortunatus, me a zigollo ac’hanoud evit kement ac’h euz great evid-oun. Evit brema, e gwirionez, ez ounn re douellet gant ar brinsez-ze evit gallout ober netra all e-bed. Gortoz eta, Iann, da boan ne d-aio ket da goll. — Hag ar roue ha kemeret ann alc’houesiou aour, ha Iann kuit ac’hano.

Ar roue a ieaz dioc’h-tu gant ann alc’houesiou­-ze da gas anezho da verc’h ar roue Fortunatus.