daou du, ken na zeuio roue ar pesked da c’houlenn
digan-ez petra a fell d’id. — Iann neuze a ra tenna
gant he ganoliou, ken a gren ann douar hag ar
mor, pesked hag all. Roue ar pesked a zeu d’he
gaout hag a lavar : — Asa, Iann, pe seurt drouk
hon euz-ni great d’id, lavar, evit dont da denna
war-n-omp evel a rez ? — N’hoc’h euz great drouk
e-bed d’in, eme Iann, ha mar tennann, evel a rann,
eo dre m’am boa c’hoant da welet ac’hanoc’h ha
da glevet gan-e-hoc’h eunn dra-bennag diwar-benn
alc’houesiou aour a zo kollet er mor. Daoust ha
n’ho pe ket kavet anezho ? — E feiz, Iann, ne
oufenn lavaret ger d’id war gement-man ; meur a
dra a vez kollet bemdez er mor ha labour a ve da
glask ma ve rankout kaout anezho. Evelato, me ia
da welet ha ne vezo ket gallet kaout ann alc’houesiou
a c’houlennez, mar gellez lavaret d’in e pe du
int kouezet er mor. — Penaoz e lavarfenn, eme
Iann, ne ouzounn ket va-unan. Ann alc’houesiou-ze
a ioa gant merc’h ar roue Fortunatus, pa’z edo
o tont euz a di he zad da Vreiz, hag o veza ma oa
drouk enn-hi, m’oar-vad eo e deuz strinket anezho
er mor.
— Mad ! mad ! eme roue ar pesked, mar kerez lezel ac’hanomp e peoc’h hivizikenn, me a lakaio digas anezho d’id, pe ne raio den, a gredann. — Peoc’h ho pezo, eme Iann, n’hoc’h euz brema nemet labourat. — Ha roue ar pesked gant eur zutadenn ha gervel ar re all d’he gaout, hag hi dioc’h-tu ha dont enn-dro d’ezhan stankoc’h evit gwenan