Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

104
AR MARVAILLER BREZOUNEK

d’ezhan, ama ez euz eur c’hoari all ; red eo d’id, paotr, mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortunatus. — Red eo, roue, e ve kollet ho skiant gan-e-hoc’h ; mont da gerc’hat euz a geid all ama eur c’hastell enn he bez ! Piou en deuz roet d’e-hoc’h da gredi e venn evit ober traou er c’hiz-ze ? — Ne ket a-walc’h komzou, eme ar roue ; mont a rankez, pe a-benn tri dervez hag hirio e varvi ; gra brema ar pez a giri, n’em euz mui netra da lavaret d’id. Iann a oe neuze nec’hetoc’h evit na oa bet bis­koaz : — Evit doare, eme-z-han, ne vezo distag e-bed d’al labouriou. — Hag ar paotr da gaout he varc’h adarre, enn eur skuilla daelou hag o lavaret d’ezhan e varvche enn dro-man. — Hag evit petra, eme ar marc’h ? — O veza ma’z eo red d’in mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortuna­tus, a zo dindan-han peder chadenn aour ha pevar leon ar re greva a zo er bed.

— Kelennet mad am boa ac’hanoud, eme ar marc’h ; me wie er-vad petra vije en em gavet gan-ez ; dizent oud bet ha brema oud kastizet, gwaz aze ! Warc’hoaz ez aimp enn hent, hag e we­limp ha ni a vezo evit kaout d’ar roue ar pez en deuz goulennet.

Antronoz ar re-man a ieaz ac’hano, hag o veza en em gavet e-kichenn kear ar roue Fortunatus, ar marc’h a lavaraz da Iann klask he reunenn ha gervel roue al loened. Iann a reaz dioc’h lavar ar marc’h, ha setu al loened oc’h en em gaout gant ho roue. — Setu ni ama, Iann, petra zo da ober ? — Eunn tamm labour ha n’eo ket ebad, rak ar