Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

98
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Ar pesked braz a oe taolet war ar zeac’h hag ar re vihan e dour al lenn nevez.

Ar roue Fortunatus en em gavaz da guz-heol hag o welet ez oa great gant Iann kemend en doa gourc’hemennet, e teuaz poan spered d’ezhan.­ — Em euz aoun, eme-z-han, na rankinn koll va merc’h en taol-man. Evelato gwelet e vezo c’hoaz, ha mar bez da roue Breiz, e c’hounezo anezhi. — Iann a zelle oc’h ar roue Fortunatus enn eur c’hoarzin goap ; egile a-vad a c’hoarze melen hag en doa nec’h, ha n’oa ket heb abek, rak Iann a wie e teuje a-benn euz he daol, n’euz forz petra vije roet d’ezhan da ober.

Ar paotr Iann a zebraz hag a evaz hag a gous­kaz evel ann dervesiou a-raok. Antronoz vintin e oe kaset gant ar roue da eur c’hoat braz, hag eno e oe roet d’ezhan binviachou euz ar re wella : eur bal, eunn tranch hag eur vouc’hal brenn evit dis­kar ar c’hoat, he fagodi, he faouta hag he gor­denna abarz ann noz ; kant devez arat-bennag a ioa dindan ar c’hoat-ze. — Ar roue-man a zo eunn den diot, eme Iann, ha kredi a ra d’ezhan ez inn­-me da derri va c’horf da ober va labour ? — Hag ar paotr ha foultri he bal, he dranch hag he vou­c’hal oc’h ar wezenn genta en em gavaz eno ha terri anezho, ker bresk oant. — Kea atao, koz roue, kaer as pezo klask miret na zeufe da verc’h gan-en-me, dont a raio, m’hen tou, ha pa ve drouk enn-oud. Da c’hortoz, me ia da ober eur vorenn. — Ha Iann da gousket dioc’h-tu. Goude dibri he lein, e kouskaz adarre beteg ar pardaez, ha pa welaz ez oa ann heol izel, e klaskaz reu-