Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
MAR

Setu breman ann azen eat doun er mor ; neunv a ra, ha Laouik sonn war he gein, a grog stard enn e voue : — Kea atao, va azen, el leac’h ma fell d’id mont, ha ken na vezi skuiz. evid-oun-me, me az lezo da vont. — A-benn eur pennad ma voa al loen o neunv, e kavaz d’ar paotr ec’h izelea ann dour dindan-han ; hag ober a rea evel a grede, rak se ne voe ket pell ma welaz ann azen o vale war eunn hent braz e-kreiz ar mor a zigore dre ma’z ea hag a zerre war e lerc’h. Laouik a voe mantret gant kement-man, hag a lavare enn e spered : — evit doare, ann azen-man ne d-eo ket evel al loened all, pa faout ar mor enn he raog evit ober eunn hent d’ezhan. — Neuze hor paotr a zell piz dra ma’z ea hag a wel, a-benn eur pennad mad, eur pez rod vraz, brasoc’h evit rod eur vilin, o trei gant err war ann hent hag enn-hi tachou lemm, aotennou, kountellou, begou filsier hag a bep seurt binviou da drouc’ha. — ’M-eus aoun, eme Laouik, ne d-aimp ket pelloc’h, rak mar d-a ann azen evit tremen enn tu all d’ar rod-ze, e vezo trouc’het a-besiou ha me ivez gant-han. mad ! n’euz forz a ze, mar d-a ebarz, me a ielo ive, hag, evel a garo Doue, a vezo ! — Hag ann azen heb distrei tamm diwar he hent ha mont atao etrezeg ar rod vraz. Dre ma tosta, ar rod a dro gant muioc’h a err, hag ann azen en em gaout gant-hi ha mont war he benn e-kreiz ar rod a dro gwaz eget biskoaz, hag a bik anezhan enn he vruched, enn e dalier hag enn e zivesker, ha Laouik ivez enn e benn, enn e skoaz hag enn e zivreac’h. Evelato ne voe ket braz ar boan ho devoe ho daou, rak ann tachou, aotennou hag all, a dorre dre ma stokent enn-ho, heb ober, koulz lavaret, drouk e-bed d’ezho. — Mad eo, eme ar paotr. Me gave d’in e vijenn bet lazet ama, ha padal n’ounn ket bet toullet gwasoc’h eget gant beg eur spillenn pe eunn nadoz. he-man, ann azen man, a oar gwelloc’h evid-oun-me petra eo ar rod-man, evit doare ; ha c’hoaz e lavar ann dud ez eo ann ezen loened sot. Evid-oun-me, ne zavinn ket gant-ho hiviziken war ann dra-ze, rak me wel ervad, gwella em beuz da ober, eo leuskel atao va azen da vont d’al leac’h ma karo. — Ne voant ket eat gwall bell ac’hano ann daou-man, ma klevaz Laouik iud ha kri fors ; sellet a ra enn-dro d’ezhan hag hen ha gwelet eunn den, e viz gant-han enn tan. Krial a rea ma voa spountuz e glevet. Pa voe deut ar paotr war-nez rei da glevet d’ezhan, e lavaraz : — Perak, mar ho peuz-hu kemend a boan, e talc’hit ho piz enn tan ; Tennit anezhan kuit.  — Ann den ne lavaraz grik, nemet iudal atao : — Diotoc’h e rank beza hen-nez evit va azen me, eme Laouik o vont kuit. Ma vijenn-me bet enn he leac’h, me n’am bije ket lakaet va biz enn tan !

Goude ann dra-man, marteze war-n-hed eunn hanter-leo ac’hano, Laouik a welaz eunn den all e-kreiz ann tan war greiz e gein, kroazet e zaouarn gant-han hag o c’hoarzin etrezek ann nenv. — Sad’ ama eur vro avad, eme Laouik, hag a zo traou burzuduz enn-hi ; a-hont eunn den hag a gri fors, ha n’euz nemet eur biz d’ezhan enn tan ; hag ama eunn den all a zo gourvezet e-kreiz eunn tantad-tan hag a c’hoarz etrezeg ann env. Biskoaz kemend-all !

Enn eur zonjal enn traou-man hag epad ma laboure stard spered Laouik da c’houzout petra voant, ann azen a voa en em gavet dirak eul lannek vraz a voa ebarz eur pez bandennad saout ha kel lard, mac’h heje ar c’hik out-ho, ha koulskoude el lannek-ze ne voa enn-hi d’ar zaout da beuri nemet koz tammou bruk treud, ha rouez c’hoaz ; goloet e voa penn-da-benn a vein hag a gerrek. Ar zaout evelato a voa lard-toaz evit eur c’henaouad-bennag a gavent eno. — Bro ar burzudou a zo aman, eme Laouik ; kement tra a welann a-zeou hag a-gleiz am laka mantret. Me glaoustrfe ne dremen ket kalz a dud dre ann hent-man.

Pelloc’h eunn draik bennag, ar paotr a welaz enn eunn draonienn eur pez bagad saout all, hag ar re-man treut-kaign, evit-ho da veza enn eur prad mad ha ken huel ar geot enn-han, na welet ket divesker d’ar zaout. Ken treud ha ker signac’h e voa ar zaout, m’en em lakeaz Laouik da c’hoarzin o welet anezho oc’h heja gant ann avel ; ne oant, evit lavaret mad, nemet eur spez a zaout.

Laouik a lakea enn e spered ar vagad saout-man e-kever ar re genta, hag e voa nec’het ha nec’het, a c’hellit kredi, gant saout lard enn eur waren-