Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
MAR

rag ann dra-ze, rak ha pa dlefenn koll va buez, e vezo great hervez ho lavar. Kenavezo, aotrou, eme Laouik, a lammaz, en eur c’hoarzin war gein ann azen hag a ieaz ac’hano raktal.

Setu breman ann azen o vont atao heb ehana morse, ha Laouik war he gein a gane hag a zute beb eil, o leuskel anezhan da vont. Kaloun hor paotr a dride enn e greiz o klevet dre ma zeu al laboused o kana ivez a-zioc’h he benn. Ann amzer a voa kaer, ann heol a bare kel lugernuz oc’h ann douar, ma lavare Laouik ennan he-unan : — Me a vezo euruz brema eur pennad mad, hag atao, gwella zo, a gredann, o veza m’am beuz kavet eur mestr euz ar re wella ; eaz eo ober hervez a lavar, ha pa ve diez, ober a rinn ; paeet ha bevet mad ounn gant-han, perag eta neuze ne zentfen ket out-han ? Al laboused bihan a glevann o kana n’ho deuz ket muioc’h evidoun-me ; nebeutoc’h a draou o deuz zoken, hag evelato ez int laouen hag e trugarekaont Doue. Evel-d-ho a dleann da ober hag ober a rinn.

Enn eur lakaat ann traou-man ha kalz a draou all war e spered, Laouik a voa en em gavet gant ann den koz kroummet war-zu ann douar hag eunn druez he welet, ker koz ha ker paour ha ma voa. — Eunn tamm bara, enn hanv Doue, mar be he madelez, va faotrig ? — Ia avad, eme Laouik, bez’ ho pezo, rak me n’am beuz ket ankounac’haet ez ounn bet paour hag em euz bet naoun d’ar c’houlz ma’z edoun e ti va mamm, o veva diwar ann aluzenn. Neuze e kavenn mad bara ar gristenien ho deveze truez ouz-in hag oc’h va mamm. 

Endra ma lavare Laouik, ann azen a voa choumet a-zav. Ar paotr a grog enn he vouchenn hag a ziskolp eur pennad mad anezhi da rei d’ann den koz. Rei a reaz d’ezhan c’hoaz eur peziad mad euz e damm kik hag eur banne sounn a win. — Bennoz Doue war da benn, paotrik bihan, eme ann hini koz o vont kuit. — Trugarekait ive va mestr hag ann Aotrou Doue, eme Laouik. Doue en deuz roet peadra d’am mestr, ha va mestr en deuz roet d’in-me, gant e galoun vad, ar bara, ar c’hik hag ar gwin ho peuz bet lod anezho. — Hag ann azen enn hent adarre, ha war he gein Laouik o kana a-bouez e benn evel eul laouenanik. Ne voa ket eat pell ac’hano ma voe souezet, a-greiz kana, o welet edo he vara hag e win enn o bez evel araok. Distrei a ra da zellet war e lerc’h, hag o welet ann den koz troet e gein gant-han o vont kuit goustadik, Laouik a c’halvaz anezhan da zond d’he gaout : — Deut ama, den koz, eme-z-han, ha me a roio c’hoaz eunn tamm all d’e-hoc’h, rak bez’ em eus aoun eo bihan ann tamm ho peuz bet. — An hini koz a zistroaz hag a lavaraz d’ar paotr : — Bennoz Doue d’id, va faotrig, A-walc’h am eus bet digan-ez. Kea gant da hent ; en em gaout a ri el leac’h ma’z oud bet kaset gant da vestr, mar peuz fisianz e Doue. — Eo da, eme ar paotr Laouik. Fisianz am eus e Doue, fisianz n’am c’haso ket da goll gant va azen emichans. 

Ne lavare ket a c’haou, evel a vezo gwelet diwezatoc’h.

An azen a gendalc’he da vont goustadik ha war e ourzik evel araok, heb dale e neb leac’h. A-benn ma voe bet eur pennad o vale er c’hiz-man, ec’h en em gavaz enn aot, ha Laouik diwar he gein a zelle hed-ha-hed ar mor oc’h ober ann dro d’ann douar evel eur c’helc’h braz ha ledan. — Nemet Doue, eme-z-han, den ne oar pegen doun eo, hag evelato, war a lavare va mestr d’in, en deiz all, ne d-euz greunenn dreaz enn-han na d-int anavezet gant Doue, ha mar karfe, na vent galvet gant-han dre o hano. Doue, a lavare c’hoaz va mestr d’in, a wel ar re vihan koulz hag ar re vraz ; penaoz goude ne ve ket a fisianz enn-han ?

Krog e spered doun en traou-man, Laouik n’en devoa ket taolet kalz a evez oc’h he azen. he-man a voa diskennet en aot hag a voa o vont er mor, pa zeuaz ar paotrik enn-han he-unan : — Va azen, evit doare, eme Laouik, en deus c’hoant en em walc’hi ; evel a garo e raio, ha pa falvezfe d’ezhan treuzi ar mor zoken mar kred ez eo kre a-walc’h. Me a laosko anezhan da vont hep kaout aoun ; derc’hel mad d’ezhan a rinn avad rak hep-d-han n’ounn ket den ac’hanoun va-unan (a beleac’h e venn !) da vont keid all. Lavaret ez euz d’in e voa arabad sacha war e benn, ha sacha ne rinn ket, rak mar bez beuzet me a vezo ivez.