Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
MAR

da ober eo rei d’ezhan da goania gwella ha ma c’hellot, rak ezomm braz en deuz ar paourik keaz, me wel ! Ha pa vezo debret mad he goan gant-han, e kasot anezhan d’he wele, rak skuiz eo ivez hag ezomm da ehana a dle da gaout.  — Ar plac’h a reaz affo kemend en devoa lavaret ar mestr d’ezhi. Laouik a zebraz natur he goan en eur drugarekaat Doue hag ann aotrou a voa ker mad oc’h ar re vihan. Eat d’he wele, ar paotr a zelle enn-dro d’ezhan hag a gave ebad beza gourvezet eno e-touez ar plunv. — An aotrou-ze, eme-z-han, a zo pinvidik-mor, evit doare ; gwell a ze, rag mad eo ivez oc’h ar re baour, ha me a gav d’in e ra mad ann aotrou Doue rei danvez d’ar re a zo truezuz ha karantezuz oc’h ar re reuzeudik. E-pad ma troe ann traou-man war e spered, gwella ma c’helle, Laouik en em roaz da gousket ha ne zihunaz ken na voe antronoz vintin. Dioc’h-tu ar paotr a ra eul lamm er-meaz, en em wisk hag ouz traon.

Pa’z eaz Laouik er gegin, edo eno ar plac’h, ar pod gant-hi war ann tan. —  Bremaik, eme-z-hi, e rankann mont da gerc’heat keuneud. — Da beleac’h, eme Laouik. Lavarit d’in, ha me a gerc’ho deoc’h. — Aze emint er porz, gwelet a rez, eme-z-hi enn eur ziskuez d’ezhan. — Mat eo, Me a ia da gerc’had kement hag ho pezo ezomm, ha pa ve da garga toull ar geuneudok e ve. — Ma voe laouen ar plac’h ; na petra ’ta !

Pa voe echu al labour-man gant Laouik, e c’houlennaz oc’h ar plac’h petra e devoa c’hoaz da ober. — Pa c’houlennez, va faotr, eme-z-hi, aze ez eus bouteier-ler ha dillad louz da gempenn, mar kerez. — Deut anezho d’in, eme ar paotr, ma welinn. Hag ar plac’h ha rei ar bouteier hag ann dillad, a lavare da Laouik. — N’eo ket diez, eme-z-han, ann traou-ze da netaat.  — Gra, va faotrig, pa fell dit. —  Ha setu Laouik dioc’htu da staga gant he labour ; hen ober a reaz hag ober mad zo-ken heb beza pell c’hoaz, rak he-ma, pa rea eunn dra, n’eo ket ober ann neuz eo a rea. Setu ma plije kennan d’ar plac’h.

Ar mestr a ziskennaz eur pennad goude d’ar gegin hag a c’houlennaz oc’h ar plac’h : — ac’hanta ! penaoz e kavit-hu ar paotr-man ? — He-man, eme-z-hi, n’eo ket tamm ebed hevel oc’h ar re all a zo bet ama ; ar re-ze a voa traou didalvez e-skoaz he-man, petra-bennag ma voant kosoc’h, brasoc’h ha galloudusoc’h evit-han. Sad’ aze ez eo bet o kerc’hat keuneud din leiz ar geuneudok hag en deus kempennet e berr amzer ho poutou hag ho tillad d’e-hoc’h ; eur paotr euz ar re genta eo, ha mar kendalc’h enn eur vrasaat, e vezo eunn den anezhan, hag eunn den euruz c’hoaz, a zo gwell. —  Kredi a rann, eme ann aotrou, evit ann tres a zo war-n-han. Plijout meurbed a ra d’in ivez ; grit stad anezhan muia ma c’hellot, hen derc’hel aman a rin pelloc’hik evit ar re all da welet. 

A-benn tri dervez goude, ann aotrou a c’houlennaz oc’h Laouik, a gleve o kana en eur labourat : — Asa, va faotr, n’em beuz lavaret netra e-bed d’id c’hoaz ; ha c’hoant az peuz da choum ama gan-en evit kaz va azen da vale pa vezo red ? — Ia avad, aotrou, ha mar fell d’e-hoc’h derc’hel ac’hanoun, ha pa ne ve nemet evit va boed, e venn laouen. Me n’ounn ket braz c’hoaz ha dre-ze n’ounn ket kennebeud evit ober gounid kalz ; va boed a ve a-walc’h da gaout. — Ne d-eo ket, eme ann aotrou ; me a ro atao kant skoed c’hobr d’ar re a zervich ac’hanoun e-pad bloaz hag e-pad eunn dervez. Kant skoed as pezo eta, ha boetet ha gwisket e vezi ouspenn. Evit kement-se n’es pezo da ober nemet mont gant va azen er-meaz ha lezel anezhan da vont el leac’h ma karo hep sacha morse war he benn. Goude warc’hoaz ez i gant-han da ober eunn dro ; gra da bak a-benn neuze. 

Deut ann deiz da vont, ann aotrou a ro da Laouik ivez, evel enn devoa roet d’he vreudeur, eur bara gwenn, eunn tamm kig-moc’h hag eur voutaillad win. — Kalzik a draou a roit d’in, aotrou , eme ar paotr. — N’es pezo ket re, rak marteze ann azen (skuiz pell a zo en e graou), ne zistroio ket enn deiziou kenta-ma d’ar gear. Dre-ze, ez eo red ez pe boed da zibri enn hent, mar c’hoarvezfe d’ann azen choum pell da ober e dro. —  Pa fell d’e-hoc’h, aotrou, me a ia d’ho c’has gan-en. — Ia, kas anezho gan-ez, ha gant a ri, diwall a-vad oc’h ar pez am beuz kemennet dit. — Kit atao, aotrou ; ne rinn ket. Bezit heb aoun