Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
MAR

ar mestr choum, mar karje, da gas ann azen da vale.

A-benn pevar dervez abaoue ma’z edo er maner, e voe kaset da vale he azen, gant difenn mad great d’ezhan adarre choum hep sacha war e benn. Eur vouchenn vara gwenn, eur voutaillad win hag eur pez kik-moc’h da zibri enn hent a voe roet d’ezhan evel da Baol, ha setu ar paotr Bastien o lavaret kenavezo ha kuit, a-c’haoliad war e azen. — En em gaout a ra ann den koz da c’houlenn eunn tamm bara digant-han ivez ; Bastien avad a lavaraz d’ezhan : — Bez’ ho-pezo eunn tamm, tad-koz, enn distro e-verr, m’am beuz bet re. Da c’hortoz me a ia enn hent gant va azen. — Hag ac’hano.

Ann azen a ia, a ia ato, a gerz etrezeg ar mor hag ebarz heb marc’hata pa en em gavaz enn aot. Bastien, nec’het o welet e azen, a lez anezhan da vont evelato. Eat e voa pellik dioc’h ann aot ha tostik e voa da vont war neunv, pa grog aoun e Bastien na ve beuzet. Eur zachadenn a ra war benn ann azen, hag he-man a zistro dioc’htu d’ar gear.

Ar mestr, war c’hed anezhan, p’her gwelaz o tistrei ken abred, a lavaraz : — Ne d-eo ket bet pell da dro, paotr, m’eus aoun n’as pe sachet war benn da azen. — Ia da, aotrou, eme Bastien, great am beuz. — Mad ! sad’ aze neuze da gant skoed, ha kea kuit, me n’am beuz ezomm e-bed ac’hanoud mui. —  Hag ar paotr d’ar gear, hep trugarekaat kennebeud hag e vreur, he gant skoed en he c’hodell gant-han. Pa en em gavaz e Plougerne, e voa debret ar c’hant skoed kenta heb na voa choumet na gwennek na netra. — Mad ha brao ar stal c’hoaz gan-e-omp, eme Bastien ; sada kant skoed all ; endra bado ar re-man, e vezo boed da zibri !  — Ma voe kerc’het kement tra a voa ezomm da gaout. E-pad ma’z edont gant o fred, ar map kosa a lavaraz d’he vreur : — Ahan ’ta ! me gave d’in e tliez beza furoc’h evid-oun ; ne d-oud ket bet, me wel. — Nann da, hevel tro, evit doare, a zo en em gavet gan-e-omp, eme ann eil. — Mad ! eme Laouik, ar iaouanka euz a dri baotr ann intanvez ; neuze, mar kar va mam va lezel-me da vont ive brema d’am zro, e vezo gwelet ha distrei a rinn-me ker buan. Me gav d’in e rinn n’euz forz petra a vezo lavaret din da ober. 

— Te, eme ar vamm, a zo kalz re iaouank c’hoaz evit mont keid all dioc’h ar gear ; sad’ aze n’es peuz nemet eiz vloaz c’hoaz. — N’eus forz, va mamm, va list atao da vont ma vezo gwelet ha ne rinn ket gwelloc’h evit va breudeur; evit c’hoant ober am beuz. — Penaoz e rafez-te, Laouik, ker bihan ha ken dister ha ma’z oud ? — Gwir eo, va mamm, ez ounn bihan ha dister, evelato arabad eo d’e-hoc’h lavaret n’ounn ket den a-walc’h evit mont di, rak ar re vihan a c’hell aliez kaout penn ha kaloun kement hag ar re vraz, ha muioc’h zo-ken a-wechou. N’eo ket lavaret a zo a-walc’h er bed-man, ober a zo gwella, ha me, va mamm, a rank mont, ha pa ne ve nemet evit diskouez n’ounn ket eur gaouiad. — Mad ! mad !, eme ar vamm, pa fell d’it mont war-lerc’h da chans, kea, Laouik ; Gwell eo d’it ive marteze evit choum ama da vervel gant ann naoun. 

Setu Laouik neuze o kimiada dioc’h e vamm hag e vreudeur, hag enn hent, err war-n-han, endra c’helle ar paotrig keaz. Eunn tamm bara du a voa eat gant-han ivez e korn he c’hodell evel gant e vreudeur. Kerzet a ra brema dre ann hent ma voa eat Paol ha Bastien ; kaer avad en devoa astenn gant tiz e zivesker bihan ha skei mibin gant he zaou droadik enn hent, e voe pelloc’h o vale evit na voa bet he vreudeur. En em gaout a reaz evelato gant ar maner, noz-du anezhi, ha ker skuiz ouspenn ma voa bihan. Ne c’hellaz ket tizout na tost zo-ken beteg morzol ann nor. Petra a ra neuze Laouik ? Kregi enn he votez-prenn ha darc’hai gant-hi da c’hervel unan bennag. Ar plac’h a ziredaz d’ann or hag a voe mantret o welet eur paotrik ker bihan all. — Petra a glaskez, bihanik, eme-z-hi ? — Beza lojet, m’ho-pefe ar vadelez.  — Kredi a rann e vezi. Deuz atao ebarz, me a ia da c’houlenn digant va mestr. — Hou-man, eat d’al laez, a lavaraz d’ezhan : — Ouz traon du-ze ez eus eur paotrik bihan ha iaouank flamm a zo deut da c’houlenn digor.  — Gortozit, eme ann aotrou, ma’z inn va-unan da welet petra eo. — Hag hen ha diskenn ; ha pa welaz Laouik ec’h anavezaz raktal e voa eur paotrik mad. — Plac’h, eme ann aotrou, kenta a zo