Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
MAR

d’ar gear fenoz. Dre-ze e lavaran d’id c’hoaz lakaat evez mad da choum hep sacha war e benn ; n’eus forz e pe-leac’h ez aio, lez anezhan da vont atao ; ma n’her laoskez ket, me a c’houezo ha da gaso kuit. — Ober a rin, aotrou, eme Baol. Hag he-man neuze, goude lavaret kenavezo, a bign war gein he azen hag a ia ac’hano.

Al loen-man, laosket da vont, a ia war he ourzig, evel ma voa boaz ; ne choum e neb leac’h avad, bale a ra atao, hag evitan da vont goustadik, en devoa great evelato eur pennad mad a hent a-benn kreisteiz, pa en em gavchont paotr hag azen, gant eunn den paour keaz koz daou-bleget ha kroummet beteg ann douar, he varo hirr ha gwenn-kann evel eunn duillad lin. Ann hini koz, dioc’htu ma welaz ar paotr Paol, e vara dindan e vreac’h gant-han, a dostaaz en eur lavaret : — Eunn tammig bara, mar be ho madelez, abalamour da Zoue ? — Rei a-walc‘h a rafenn eunn tamm deoc’h, den koz, eme Baol, ma c’houfenn pegeid e ve va azen oc’h ober e dro ; dre na c’houzounn ket ha dre n’am beusz bet dienez a-walc‘h beteg-henn, ne garfenn ket kaoud adarre, hag e kavann gwelloc’h choum heb rei tamm e-bet d’e-hoc’h, den koz, bete gouzoud. — Mad ! va faotrig, kenavezo neuze !

Hag ann den koz ha mont kuit, eunn druez he welet.

Ann azen a valeaz ato heb choum da ehana e neb leac’h. Eat pell ac’hano, ec’h en em gavchont dirag ar mor, hag ann azen ha diskenn dioc’htu enn aod, ar paotr war e gein ato ; souezet-maro e voe, pa welaz anezhan o vont er mor. — Emichans, eme Baol, ne d-aio ket pell ebarz, evit-han da veza sot, rak beuzet e ve. Ann azen-ma a iea, a iea ato, ha dare e voa da vont war neunv, pa zavaz aoun gant ar paotr : — He-man, eme-z-han, a zo sot, ann azen-man d’ann aotrou, ha mar lezan anezhan da vont da heul he benn, e vezo beuzet ha me ivez gant-han. Mar fell d’ezhan mont da veuzi, me ne fell ket d’in, ha gwelloc’h eo gan-en tenna war e benn ha beza kaset kuit. Gwaz a ze ! — Hag ar paotr Paol neuze hag ober eur zachadenn grenn war benn ann azen a zistroas dioc’htu war e c’hiz hag a ieaz war-eeun gant-han dre ann hent ma voa deut.

Azen ha paotr distro, ar mestr a ziskenn d’ho c’haout hag a lavar da Baol : — Amzent oud bet ouzin, ha breman, evel am beuz lavaret d’id, ez i kuit ac’halen, rak tennet es peuz war benn ann azen ; anez, ne vije ket distro ken abred. — Gwir eo, eme Baol, sachet em beuz war e benn o veza ma’z ea re zounn er mor ; beuzet e vije bet ha me ivez gant-han.

— Mad ! eme ann aotrou. Sad’ aze kant skoed a zo da goumanant, hag ann dillad am beuz roet d’id hag a zo gan-ez. Kea brema d’ar gear pe e leac’h all ; te raio da c’hiz. Evid-oun-me n’em beuz mui ezomm e-bet ac’hanoud hiviziken.

Setu ar paotr ha kemeret e gant skoed, ha d’ar gear gant-ho, heb lavaret zo-ken bennoz Doue. Pa en em gavas er gear, ne voa netra en ti, na gwennek na bara. Prenet e voe dioc’htu peadra da veva, hag endra ma padaz arc’hant Paol, ne voe ket a ziouer. Etretant ar paotr a lavaraz d’he vamm ha d’he vreudeur petra a oa c’hoarvezet gantan penn-da-benn. — Me, eme-z-han, a voa en em gavet mad eno, ha choumet e vijenn bet c’hoaz panefe ann azen a voa bet roet d’in da lakaad da vale. Ann aotrou en doa lavaret d’in e voa arabad tenna morse war he benn, hag evelato me am beuz great hag a zo bet kaset kuit evit ann dra-ze.

— Te, eme e vreur eil gosa, a zo bet eunn diod, ha mar kar va mamm va leuskel-me da vont ivez, me a raio kement tra a vezo lavaret d’in gant ann aotrou-ze, rak ne gredann ket e ve eunn dra ziez choum hep sacha war benn eunn azen, pa vezer war e gein. — He-man, a reat Bastien anezhan, a lavare ann dra-ze dre na ouie ket petra voa bet c’hoarvezet gand e vreur, rak he-man n’en doa ket ansavet e voa bet eat ann azen er mor gant-han.

Sada neuze hag ar vamm ha lezel he eil mab kosa da vont enn hent ivez d’he dro. Bastien a ieas evel pa lavarfet war roudou e vreur Paol, hag a-benn tri pe bevar dervez, muioc’h pe nebeutoc’h, ec’h en em gavas ivez er c’hoat dioc’h ann abardaez ha mont da c’houlenn loja er maner. Evel e vreur e voe degemeret ha lavaret d’ezhan gant