Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
MAR

c’hortoz edonn ma komsjac’h ouz-in diwar-benn ann dra-se evit mont da vale bro, rak marteze e vezinn eurusoc’h evit choum dre ama. — Kea, pa gavi mad mont. eme he vamm, me ne virinn ket ouz-id ; karet em bije avad rei d’id eur gwennek-bennag ha n’em beuz liard na diner evel a ouzoud. N’es pezo eta, va map, nemet eunn tamm bara. — Mad ! va mamm. eme ar paotr ; marteze a-benn ma vezo debret, em bezo kavet eunn tamm-bennag all. Hag ar paotr neuze ha lavaret kenavezo d’he vamm ba d’he vreudeur, hag enn hent.

Eur pevar dervez-bennag a reaz gant he vara, ha ne zebraz ket leiz he gof bep pred ; ne zebraz nemet evit beva ha choum enn he zav. War benn ar pevare dervez, dioc’h ar pardaez-noz, ar paotr, ne wie nag hent na gwenodenn, a en em gavaz e-kreiz eur c’hoat. O welet ann noz war he gein hag hep gouzout da be leac’h mont, ar paotr a gerz evelato araok enn eur lavaret : — Marteze e kavinn ti dre ama. Setu m’en doa lavaret gwir, rak a-benn eur pennadik goude hag hen ba gwelet eur goulou dira-z-han. Tostaat a ra oc’h ar goulou, hag en em gaout hep dale dirak eur maner. Hep marc’hata tamm, he-man dioc’htu a sko war ann or. Eur plac’h a zeu da zigeri : — Piou oud-te, paotr, a c’houlenn hou-man out-han ? — Me, eme-z-han, a zo eur paourik keaz n’en deuz na ti na netra d’am golei nemet toenn ann noz ; pevar dervez zo ez ounn eat euz ar gear, en em gavet ounn er c’hoat-man d’ar pardaez hag e karfenn kaout digor, ma ve gallet, rak ne d-eo ket ebad beza er-meaz, ker ien ha ma’z eo anezhi. — Netra avad, eme ar plac’h. Mad ! deport eur pennad, me ia da c’houlenn digant ar mestr ha da loja a raio.

Hag ar plac’h ha mont, ma lavaraz ar mestr d’ezhi digas ar paotr enn ti ha rei d’ezhan eunn dra-bennag da zibri. Bez’ e c’hellit kredi ne voe ket lent ar paotr da vont ebarz pa voe lavaret d’ezhan, ha ne reaz ket a bismigou ivez evit staga gant ar pez a voe lakeat a-zira-z-han, rak pellik a voa n’en devoa ket bet leiz he gof.

Epad ma’z edo o tibri, ar mestr a ziskennaz oc’h traon hag a c’houlennaz ouz ar paotr piou a voa hag euz a beleac’h e teue. — Me, eme-z-han, a zo mab eunn intanvez paour euz a Blougerne, ha pevar dervez zo ounn eat euz ar gear gant asant va mamm da glask gounid va zamm, pa’z ounn en em gavet enn noz-man er c’hoat a zo aman. — O klask labour emoud ’ta, eme ar mestr ? — Ia da, ne c’houlennann ket gwell. — Mad ! mar kerez e choumi ama hag es pezo kant skoed er bloaz evit da goumanant ; e vezi bevet ha gwisket ouspenn. Evit ann dra-ze ne vezo ket braz al labour az pezo da ober. Me am beuz aze eunn azen em c’hraou, n’es pezo nemet mont da gas anezhan da ober eur bale, pell a zo n’eo ket bed er-meaz, ha pa vezi diskuizet a-benn daou pe dri dervez ama, ez i gant-han. Arabad e vezo d’id avad sacha morse war he gabestr ; lezel anezhan a ranki da vont el leac’h ma karo, rak mar tennez war he benn m’her gouezo abred ha neuze me da laosko da vont kuit ha n’as kemerinn mui. Brema gra evel a giri. — N’ho pezet aoun e-bed, eme ar paotr, ober a rinn ar pez a fell d’e-hoc’h. ne d-eo ket diez.

Sada breman ar paotr. debret mad he goan gant-han, ha kaset da gousket enn eur gwele plunv. Morse c’hoaz n’en devoa kousket enn eur gwele ker boug ha ken kunv.

Antronoz he-man, Paol he hano, a zavaz goude beza kousket bete pell ann deiz, ha pa voe diskennet ouz traon, ar plac’h a lavaraz d’ezhan kempenn dillad ann aotrou hag he voutou ivez. Paol a reaz dioc’h-tu, ha pa veze peurc’hreat he labour, bep tro e choume da zellet ken a lavare adarre ar plac’h d’ezhan ober ann dra-ma pe ann dra-hont. Tri dervez a dremenaz eno er c’hiz-ze ; d’ar pevare, ar mestr a c’halvaz anezhan d’he gaout : — Asa, eme-z-han, va azen a zo a-ze skuiz enn he graou ; bevet mad eo evit gwir, evelato ne d-eo ket a-walc’h, rak o veza ne d-eo ket bet pell a zo er-meaz, e tle beza sounnet he zivesker out-han. Te avad, va faotr, a zo diskuiz brema, laka ’ta ann dibr war he gein hag ar c’habestr a gavi er c’hraou enn he benn. Sad’ ama d’id eur vouchenn vara gwenn, daou lur gik-moc’h hag eur voutaillad win, rak marteze ann azen-ma, o veza n’eo ket bet pell a zo er-meaz, ne falvezo ket d’ezhan distrei