Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
443
MAR

fillor ? eme sant Per. — Eo avad, eme Berik d’he baeroun.

— Lavaret ec’h-euz d’in, eme ann aotrou, e wiez ober sklerijenn hep goulou na tan. Ha gwir eo ann dra-ze ? Lavar. — Ia da, eme Berik, dre vertuz eur goabrennik a gavchoun du-ze er c’hoat ouz eur skourr, p’edoun o tont ama. — Mad ! digaz anezhi d’in heb dale ma welinn ha te lavar ar wirionez.

Abenn eur pennad goude, ar mevell trubard a lavaraz d’ann aotrou en doa klevet Perik o lavaret e wie peleac’h edo kastell Biblen, eur brinsez kaer enn-han, hag ez oa goest da vont da gerc’hat ar c’hastell-ze hag a zo a-ispill a-ziouc’h ar mor war beder chadenn aour, ha da zigas anezhan a-bez. — Mad ! lavar da Berik dont ama ma welinn ha gwir eo ann dra-ze. — N’am-boa-me ket lavaret d’id, fillor, lezel ar goabrennik el leac’h m’edo ? — Eo avad, eme Berik d’he baeroun. Me ne ouzounn ket peleac’h ema kastell Biblenn, na biskoaz n’am euz klevet na lavaret menek diwar he benn. — Lavaret ec’h euz, eme ann aotrou, ez oaz goest d’he zegas aman, prinsez hag all, hag enn ober a rankez pe e vezi krouget. — Hag ar paotr en hent enn eur skrabat he benn, ha gwall ankeniet.

Setu Perik o vont, taol da vor, taol da zouar, enn avantur Doue, pa zigouez gant eul leon, hag hen kamm broud hag o vont da bucha e-tal eur wezenn gleuz, hag e oe darbet ha darbet da Berik koueza d’ann douar ken dinerz oa eat he galoun o welet al leon iskiz-ze ken tost all d’ezhan, ha keit he voue war he ziou skoaz evel hini he varc’h faro, ha skrij gwelet he zaoulagad evel daou gef tan enn he benn, ha dent braz enn he c’henou.

Evel kent, pa gomprenaz oc’h he lost o ficha hag hen ken damoezeg ha tra, Perik a zeuaz enn-han he-unan heb dale. Neuze al leon, o veza tost da Berik, a zavaz eur pao er vann evel pa en diviche c’hoant da lavaret ez oa eunn dra-bennak oc’h he bistiga.

Gwir oa, rak kerkent Perik a welaz eur pikol drean e pao al leon. Neuze en em laka, goustata ma c’hell, da lamet ann drean-ze, hag e oe sebezet-maro o klevet al leon o lavaret : — Bennoz Doue, va faotrik mad ; ma es pefe ezomm ac’hanoun-me eur weach bennag, n’es pezo nemet lavaret teir gweach ar c’homzou-man : Roue al leoned, war va ezomm, skoaz d’in ; ha ne zaleinn ket da zegouezout gan-ez.

— Greomp vad atao mar gellomp ; drouk a raimp pa girimp, eme Berik o vont el leo adarre etrezeg ar mor.

Mad ! degouezout a reaz dre chans e-tal kastell Biblen. Perik ne chomaz ket da varc’hata hag heb dale o skei war ann or. — Petra glaskez aman ive, paour-keaz reuzeudik, eme eur barveg koz a zeuaz da zigeri ann or. Emaoud degouezet el leac’h ma varvi. Kea founnuz enn dro raktal, rak truez am euz ouz-id, ken iaouank ma’z oud. — O klask… klask a rann… o klask kas ar c’hastell-man d’am mestr pe e vezinn lakeat d’ar maro, eme Berik o tenna huanadennou hirr, ha beac’h d’ezhan o prezek, rak aoun en doa da veza lazet gant ar barveg koz. — Mad ! ne d-eo ket gwaz d’id mervel aman eget mervel e leac’h all ive ; Kea ’ta da gaout ar brinsez. P’am-eus sonj… ne d-eo ket arabad c’hoari gant da deod avad, mar gouzoud ober.

P’eo eat Perik dirak ar brinsez, hag hen mont ha tenna he dok ha lavaret : — Demateoc’h, prinsez kaera a zo er bed, dont a rafac’h-hu da di va mestr-me ? — Ne d’inn ket avad, paourik-keaz. — Neuze me vezo lakeat d’ar maro, siouaz d’in ! eme fillor sant Per, ann daelou enn he zaoulagad. — Kent a ze, eme ar brinsez, mar gellez dont er-meaz euz ar gampr houarn-ze a vezo alc’houezet war-n-oud, neuze ez inn gan-ez dihana, rak truez am euz ouz-id.

P’oe bet Perik eur pennad er gampr houarn, e teuaz da zonj d’ezhan euz ar pez en doa lavaret d’ezhan al leon koz m’en doa tennet eunn drean euz he droad. — Roue al leoned, eme Berik abenn teir gweach, war va ezomm, skoaz d’in ! — Hag e leal, a-veac’h m’en-doa peur-lavaret he gomz diweza, ma klevaz Perik eur mestaol war dor he gampr, hag hi toullet treuz-didreuz. Neuze e c’hellaz Perik mont er-meaz, ken braz oa ann toull, hag hen raktal da glask ar brinsez, ker laouen hag ann heol. Hou-man, o welet pebez den oa Perik, dre ann taol burzuduz-ze, a lavaraz ez oa mall gant-hi mont da welet he vestr. Hag hi enn hent raktal, kastell hag all.