Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
441
MAR

Koulskoude e kav d’in n’es peuz lavaret ger diwar-benn ann hini koz a voa en em gavet gan-ez enn hent a-dost aman. — Nann, aotrou, gwir a lavarit.  — Mad ! hen-nez, ann hini koz-ze ha me, ne d-omp hon daou nemet unan. Ar pez as peuz bet roet d’ezhan, as peuz roet d’in-me, hag, hervez a welez brema, ar pez as peuz great ne d-eo ket bet kollet evid-oud. 

Goude klevet ann traou-man gant ann aotrou, Laouik, beteg eno choumet evel eur paotr iaouank-flamm, a zeuaz da veza eunn den enn eunn taol, hag eunn den koz zoken, pa en devoa neuze dek vloaz ha kant, rak eiz vloaz en devoa pa en em gavaz da genta e ti ann aotrou-man a voa ann Aotrou Doue he-unan.

Laouik a varvaz eno hag he ene a voe kaset gant ann elez rak-eeun d’ann envou.




————


TREIZ PLOUGASTEL
TOST DA VREST


Perak ez euz reier pe rec’hier e tu Kerne, ha ne d-euz nikun e tu Leon ?

Eur mintinvez, e-tro teir ha peder heur, ec’h arrujounn e treiz Plougastel o tont euz ar vourc’h ; n’oa na deiz na noz. Ar vagerien, dihunet gant eunn tad koz en doa mall da welet he vap-bihan arruet e rad ann deiz araok, a ioa o vont da boulsa. Kerkent ha lammet er vag, e kuitajomp Kerne evit Leon. Huanad e-bed ne glever ; ar roenviou hep-ken o soubla er mor, a ra eunn trouz-bennag.

An tad koz, bet gwechall martolod, a zonje er broiou pell en doa gwelet. Jopik, he vuia-karet, a roje d’ezhan kelou euz he iaouankiz.

Evid-oun-me n’oann ket evit distaga va daoulagad dioc’h reier Plougastel. Ho skeud a c’holoe ar mor ; ho fenn e-touez ar c’hoabr, ho c’horf du ha bodennuz a stage va daoulagad. — Perak, eme-ve, kement a reier e Kerne ha nikun e Leon ? — Perag ? paotr iaouank. Pa vezo glazet ho pleo evel va re-me gant ar barrou-amzer, ec’h ouzoc’h ann dra-ze. — Plijadur am befe o c’houzout kement-se, araok ma vezo glazet va bleo. 

— Pa’z eo gwir n’hoc’h euz ket a zismegans ouz ar re goz, selaouit mad ar pez a livirin d’e-hoc’h evit ma c’hellot eunn dervez lavaret ivez ann dra-ze d’ho pugale vihan : 

Gwechall ez oa truk aman, pa’z eo gwir eur weach, ann diaoul, skuiz o klevet meuleudi karantez tud Breiz-Izel, a zeuaz he-unan d’ho gwelet, rak diez oa d’ezhan kredi e ve kemend a vadelez e-touez ann dud.

Er vro-man ec’h arruaz, ha neuze ec’h en em wiskas gant dillad eur paour-keaz. He zac’h goullo war he skoaz, he vaz enn he zourn, ez eaz da skei war dor eur pesketaer koz. Ker buhan hag e oe digoret ann or, ar pesketaer a anavezaz anezhan dioc’h-tu enn despet d’he vouez ha d’he bedennou truezuz. Ann den fall a zo atao gant-han eunn dra-bennag hag a droc’h anezhan.

— Deut enn ti , eme ar pesketaer. — Kerkent ha m’en devoe ann drouk-spered lakeat he droad dreist ann treujou, ar paotr koz a zerraz gant nerz ann or hag a foultraz ar paour keaz war mein ann aot. — An diaoul, blonset he izili, a zavaz en eur grosmolat, hag eunn tammig pelloc’h ez eaz en eunn ti all. Tud ann ti, araok mont d’ho labour, a lavare ho chapeled, hag etre diou bedenn, e oe klevet eur vouez klemmuz ha skiltruz e-tal ann or : — Digorit d’in, a lavare ar vouez, naon ha riou am euz. — Ke da zigeri d’ar paour, Biganna. — Aoun em euz, biskoaz n’em-euz klevet eur vouez ken euzuz.  — N’euz fors, arabad lezel den er-meaz. 

Kerkent ha ma vije gwelet he dreid skrabet, he fri sparfel, he zent lemmet, ha dreist-oll he zaoulagad ruz-tan, ann oll a anavezaz ann drouk-spered. Pep hini, o veza great sin santel ar groaz, en em lakeaz da ober goap anezhan ha d’he gas er-meaz enn eur deurel war-n-han kemend berad a ioa er vuredenn dour benniget. — Paket ounn bet, eme ann diaoul.

Kounnar enn-han ken a, e tec’haz dirag ar galloud-ze ; koulskoude ez eaz d’eul lochennik a welet du-hont e riblenn ar mor. N’oa nemet eur bugel en ti. — Va mab, eme ar paour,