Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9


Hac ur c’har a la malbroug gant lostou c’huilet.

Gant treid siliou sorseresou a raon,
Laqat an dour da redec ouc’h an traon ;
Davantach ez on diviner,
Bepret e ven cavet var ar mæs pe e kær.

Goud a ràn ive ober croeyou,
Ober guersidi gant treid saout pe loeyou,
Butun scaferlati, jigoden gant hilin,
Ha laqat ar merc’het bepret da stotat guin.

Gori a ràn ar forn gant erc’h,
Ha forci ar merc’het da redec var va lerc’h ;
Stoufa ar forn gant aman fresq,
Disqi ar grag’ez da vrasesi an esec’h.

Redet emeus tout an departamanchou,
Da zisqi rismadellou ha cals a dalanchou,
Pere so profitapl d’ar grag’ez peurvuia,
Ma qeront o disqi ha laqat o fublia.

Da g’enta ribota ha cresqi gant dour al læs,
Hema so ur secret ha n’en deo qet dies,
Nea va c’huden hac ober va deves,
Dansal hac ebata ha cousqet alies.

Ispicial ar grag’e hac a fum un nebeut,
Ur secret da viret ober tan hep qeuneud :
Capabl oun da ober tout ar pez a garàn,
Ha gouzout cals a aeerejou da espern ar bara.

Pa ven biqen e contàn
Gousout a oun mui evit na lavaràn :
Qement tra a so tout a ran nemet brag’eyer pri,
Mar qerit va c’hredi ha va c’honsideri.

Un aval pa ve meür a ve poent e debri,
Pa oun deut en oat, poent e din demezi :
Rac-se noblanç ha paysantet, goaset ha merc’het,
Ebars em brassa anqen m’o ped va sicouret.