Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


Pa gavis pen an hent ha me commanç da redec,
Ha caout eur marc’h mat pehini a voa dibret.

Pigna’ ris var e g’ein ha d’ar galoup d’am bro,
Marc’h Hamon foult-biscoas na c’has qer brao en dro !
P’am boa tremenet Goengamp, aru tal Kærahes,
E rancontris ur vrac’h gos o vont e qær gant lêz.

Hac hi goulen diouzin ha me am boa guelet
Yan-Gornec, he goas, o vont aroc gant ur sac’hat ed ;
Ha me o respont dezi em boa guelet ur goas
Gant ur zæ lien melên basou zei, bragou bras,
Ha gantan ur plac’hic coant, na cesse da boqat.

Ar vrac’h pa glêvas se foeltra he fodat læs,
Tronça he bros, he invis var pennou he diou les,
Hac hi commanç da redec etreze Montroulez,
Va marc’h a yas ganti, me dar gær var droat compes.





Eil Qentel.


Me a so un dijentil eus a galite vras,
Va oll ditrou so scrifet na gant avalou poas ;
Va zat oa ur prinç puissant a enezen Callot,
Hac a fraillas e oll zent gant patates ha yot.

Va zat ous ma c’haret un deiz a laras din
Qemeret e vates p’am bise c’hoant demezi ;
Honnes a voa unan demeus ar barfeta
A oufac’h da gompren birviqen er bed-mâ.

Ha m’o pe paourente, emezàn, gant ho pried,
Deus cals a druachou e viot divorc’het ;
Nep en deus comanant, douar, feurm ha leve,
A bæ contribution da berceptour e gontre.

Nep a sent ous e dat o deus bonheur peurvuia,
Me eure ar c’hontrel, ma ranqis sortia ;
Lavaret a rin crenn en ur g’ir franchamant,