Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





TESTAMANT AR VAM GOZ,


DEVISET E PEDER G’ENTEL


Qenta Qentel.


Deiz mat deoc’h oll, compagnunez
Pa zoc’h en em gavet assambles ;
Pêvar bloas antier a so breman,
Aboe m’o quelis divezan.

Pell so oc’h eus clêvet lavaret
N’en deo netra map en oalet ;
O vale hac o pourmen dre ar vro,
Е tisqer cals a secrejo.

Guechal pa oan bianic var brec’h va mag’eres,
Mar emeus sonch em boa peder Vestres :
Unan am boa e Guengamp, un all e Landreg’er,
Un all e Brosaos, merc’h un tahier mezer.

Un all am boa e Gouelou, ur plac’h a gondision,
He zad a voa аotrou, he mam а voa itron.
Нас hi a voa demezel, hac ouspen penneres,
Mes qent ma is d’he guelet, e voan pedet alies.

An hini a Voengamp am boursuive cruel
Da ober outi pe otramant d’e lezel ;
Qercouls е voan poursuivet gant hini Landreg’er.
Bemde e receven а Vrosaos liseriou,
Ha bemde messajet a escopti Gouelou.

Erfin, pa voan en oad demeus a bemzec mis,
E voan importunet ha rentet qer scuis
Ha me recommand deze donet dar foar da Runan ;
Pa o guelzen ho feder ma qemerzen unan.

An hini a Voengamp am abrasse,
An hini a Landreg’er am cherisse,
An hini a Vrosaos a zigasse ganti
A bep sort coanteri evit ma decevi.