Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
PENNAD XXI.

33 Hag ind e laras dehou : Eutru, digueoret hun deulagad d’omp.

34 Ha Jesus en doé truhé d’oh-t-hai, hag e laquas é zourn arh ou teulagad ; ha quentéh ou teulagad e gavas er gouleu, hag ind e hélias anehou.


Pennad XXI.


EL ma tosté Jesus de Jerusalem, ha pe oent deid de Vethfage, tost de vané Olivèd, ean e zavaias deu ag é zisciplèd é raug,

2 En ul laret : Quêrhet d’er vourc’h e zou dirac-hoh, ha hui e gavou un azennès staguet, hag hé hébêl ital d’hi : distaguet ind ha digasset ind t’eign.

3 Ha mar goulennér guet-n-oh, perac é ret quement-cé, laret en en dès en Eutru d’hobér anehai, ha quentéh ean hou lausquou de vonnet.

4 Mæs quement-cé ol e zou digoéhet aveid laquat de vout é guirioné er péh e oé bet laret dré er profæd én ul laret :

5 Laret d’er verc’h Sion : Chetu hou roué e za devad-oh cunff, hag azéet arh un azennès, hag arh en azen bihan, en hani e zou idan er iôg.

6 En disciplèd enta e yas hag e hras él ma oé bet gourhemennet dehai.