Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

<nowiki/ >

Skouer vat Herminig, ar genta Breizadez a skrivas evidomp, a zo bet heuliet gant teir Breizadez all : Konstansa ar Merer, Filomena Kadoret ha Loiza Charran, Eus an teir-se, Konstansa ar Merer e oa an desketa. Ouspenn ma skrive barzoniezou en eur stumm reiz ha klasel, o lakaat anat he doa bet darempred gant pennoberennou ar varzoniez c’hallek, e oa anezi eur sonourez vat. Meur a wech he deus degaset d’eomp, a-unan gant he feziou, toniou-sonerez bet savet ganti evito. Awen uhel an darn-vuia eus he feziou a rae d’in kouna er Geumraez Anna Gruffudd, hag, evel n’em boa ket he gwelet biskoaz, e kave d’in he doa an aer uhel ha leun a veurded a weled e skeudenn ar varzez a Gembre. Souezet e voen, n’eus ket pell, pa ’m boe ar blijadur da gaout he bizit. Eur vaouezig bleo louet ha tener-kenañ he mouez, hep netra a veurdezus avat, a welis dirazoun, o c’houlenn ouzin kelou eus va yec’hed, a oa gwan-kenañ d’ar mare, hag o lavarout pedi Doue evidoun [1].

Filomena Kadoret a zellez outi avat al lesano he devoa kemeret : Koulmig Arvor. N’oa ket desket evel Konstansa ar Merer, hogen, maget war ar maez e-touez Breiziz rik o terc’hel da spered ha da c’hiziou ar Vro, e kane dispar hec’h awen-natur holl gaerde-

  1. Laouenanig-ar-Roz e oa ano-pluenn Konstansa ar Merer. Barzoniezou : Da Goulmig Arvor, 2t a viz C’houevrer 1913 ; An Ograou dilezet, 1a a viz C’houevrer 1914 ; Ar Vadalen, 5 a viz Ebrel 1914 ; h. a. Bizit Konstansa ar Merer d’an Ao. Vallee a zo bet graet e derou miz Gouhere 1931 (M. M.)
— 47 —