Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Hollzent ar Garreg er c’hontrol n’oa ket andoniete awen, evel hini Mathaliz, en eienenn rik ar garantez-vro.Eun arzour eo, o wiska testennou koant pe dener gant gwerzennou labouret betek re. Heñ eo en deus degaset e Breiz giz ar rimou pinvidik, a ra reuz bremañ dindan an Tadou Kerrien hag Helgouarc’h [1].

Er penn-ahel enep eus ar bed barzoniel eman Juluan Godest, hag heň ken poblek ha ma oa ar Garreg lennek hag a-us d’ar boutin. Skriva a rae diwar skouer ar gwerziou gwechall peziou rimet hir ha kentelius a oa deuet mat gant lennerien Kroaz ar Vretoned. E wella re e oa diwar-benn darvoudou ar Brezel diweza. Gant talvoudegez hag euz an darvoudou-se e tihunas da vat e awen er barz koz, betek ober anezañ a-wechou eur gwir varz eus an uhela-moueziet.

Frañsez Gourvil, anavezet-mat gant an holl vrezonegerien, en deus ivez kenlabouret da Groaz ar Vretoned. E benna skrid e voe an droidigez eus ar C’houil aour gant Edgar Poe [2].

  1. Barzoniez : Gwerz war stad ar Brezoneg, 20t a viz Mae 1901 ; Seiz sant Breiz, 31 a viz Eost 1902. Yez-plaen : Eur pennadig Istor diwar-benn ar Markiz Pontkallek, Breudou-Breiz ha stad ar Vro d’ar mare-se, 13vet a viz Gwengolo 1903 ha niverennou da heul (M. M.)
  2. Moulet war niverenn ar 14vet a viz Ebrel 1912 ha war an niverennou da heul. Gwaz a se, Vallee, dre ma kave d’ezañ e pade re bell an embanna eus ar C’houil aour war Groaz, en deus diverret en eun doare mantrus an dibenn eus ar gontadenn dudius-se. Anat eo a-hend-all ez eo bet gwellaet gantañ ar yez anezi. Evit hen gwelout splann n’eus nemet keñveria da ober brezoneg reiz ha pinvidik ar C’houil aour ouz brezoneg paour ha fall a-walc’h Buhez ar Pevar mab Emon embannet bloaz araok gant Gourvil e ti ar Gwaziou e Montroulez. Hogos direbech eo brezoneg ar C’houil aour, nemet an ober gant kaez e-lec’h sklav. Eun hendedadur eo ha n’eo ket da veuli (M. M.)