Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/45

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

riou Iwerzon, ha graet en deus kalz evit bruda ar brava toniou iwerzonek a gare sevel warno barzoniezou. Rôet en deus ivez da anaout da Vreiziz oberennou savet e broiou an hanternoz, hag a zere muioc’h ouz o zemz-spered eget oberennou ar skrivagnerien c’hallek, en o fenn kontadennou Selma Lagerlof. Eur rakheñcher eo bet e gwirionez da Walarn [1].

Eur skrivagner dioutañ e-unan e oa Eostig Kêrinek (Krok). Diaes eo lavarout mat petra e oa stumm-spered. E-kreiz ar vuhez en deus diskouezet beza eun tamm evel Yann ar Mil Vicher, hizio skrivagner en eun ti-bank, warc’hoaz tavarnour pe viliner-bleud, pe ganolier, pe n’ouzon petra. Daoust d’an holl reuziou-se, e vane bepred laouen ha tuet da c’hoarzin ha d’ober al lu gant pep tra, tud ha traou. An dro-spered-se a gaver dreist-holl en e skridou. Dispar e oa evel marvailher. Daou zibab a zo bet graet eus e varvailhou, unan gant Kroaz ar Vretoned, egile gant embannerien Buhez Vreiz. Diaes e ve kavout levriou fentusoc’h ha dudiusoc’h da lenn. Eur pez-c’hoari flemmus en deus skrivet war gleñved ar medalennou. E beziou-barzoniez a oa uheloc’h o stumm eget e skridou e yez-plaen. Evel m’en doa studiet-piz ar yez, e oa deuet a-benn da groui eur yez varzek, war eun dro pinvidik-tre hag aes

  1. ↑ Peziou-barzoniez gant Gweltas : Pedenn da Sant Herve (kinniget d’an dimezell P. M., Iwerzoniadez), 22 a viz Kerzu 1901 ; Hun Gwenola, 8vet a viz Meurz 1903 ; An Elez, sonedenn hervez giz Dante, 5vet a viz Gouhere 1908 ; h. a. Pennadou e yez-plaen : Amrah, mamm ar mein fin (trôet diwar ar saozneg), 25 a viz Eost 1907 ha niverennou da heul ; Annaïk, marvailh suedat gant Selma Lagerlof, trôet e brezoneg gant aotreadur an oberourez, 21 a viz Gouhere 1912 ha niverennou da heul ; Gweledigez an Impalaer, id., 12vet a viz Genver 1913. H. a. (M. M.)
— 43 —