Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gant Anastazia dre ma kave skeudennet re wirion enno reuziou ha torfedou ar brezel [1]. Abaoe ar brezel, kemeret gantañ lec’h e vreur lazet, evel su-ward e Kerne, e timezas hag e ro evel gwechall skoazell e bluenn d’e vignon ar Moal.

A-unan gant ar Moal ha Boscher e teu an Ao. Koroller (Gweltas) er penn kenta eus an Emzav. Gwelloc’h emzaver e oa zoken Gweltas eget an daou all. Desket-bras ha studiet pell gantañ traou Iwerzon, e wele spis ar pez a harze hon Emzav da vont war-raok : an diouer a emskiant vrôadel e-touez Breiziz. Da barea ar gouli-se, e lakaas e boan en daou hent disheñvel : da genta, hent deskadurez Istor ar Vro, ha, d’an eil, hent kelennadurez vrôadel ar vugale. Savet en deus eun niver pennadou skrivet en eun doare aes ha poblek diwar-benn Istor Breiz. A-unan gant ar Moal, en deus savet evit ar vugale kalz a draou talvoudus : pennadou war Groaz ar Vretoned, kenstrivadegou, priziou, ha, diwezatoc’h, eun tammig kelaouenn anvet Arvorig [2]. Gant an enebiez en deus kavet d’ar c’houlz-se ne reas al labour nemet nebeut a verz d’ar mare, hogen diwezatoc’h avat e voe gwelet ar frouez anezañ. Strivet en deus ivez Gweltas da drei sellou e genvroïz ouz skoue-

  1. Ha dreist-holl, diouz m’en deus danevellet d’in meur a wech va mignon Vallee, ar preizadegou hag an torfedou all graet er Balkaniou gant ar soudarded vorian eus Afrika engouestlet a-viliadou gant ar C’hallaoued en o armeou (M. M.)
  2. A-zivout Breuriez ar Brezoneg, savet evit deski lenn ha skriva ar brezoneg d’ar vugale, lenn ar pennad anvet Breuriez ar Brezoneg, perak eo bet savet, penaos e kerz, embannet war G. ar V. 20 a viz Gwengolo 1908. Lenn ivez, war niverenn ar 5 a Wengolo 1909, ar brezegenn graet gant an Ao. Koroller e Gouel ar Banniel e Plijidi. A-zivout Arvorig, lenn K. ar V. 5vet a viz Genver 1913 (M. M.)
— 42 —