da genlabourer brezonek ar Résistance. Goude e teuas da genlabourer L’Indépendance e Sant-Brieg. Ar vuhez-se a genskrivagner hag a brezeger katolik a zistrôas marteze eun nebeudig e spered diouz an emzav broadel. Hogen, evel ar Moal, en deus pouezet kalz evit lakaat ober he lec’h d’ar Yez en Oberou kristen, dreist-holl en Oberou a Yaouankiz kristen. Savet en deus e vouez dibaouez ouz ar re a glaske gallega an Oberou-se. Da Groaz ar Vretoned en deus rôet kalz a bennadou skrivet-mat diwar-benn politikerez kristen dreist-holl, ha kanaouennou o tenna gwelloc’h da vuhez ar vro, diwar-benn mirout ar gwiskamant, ar yez hag ar giziou koz [1]. Pa darzas ar Brezel, e rankas mont da genta d’an talbenn e-lec’h e kollas eur breur, Breizad mat eveltañ, ha goude, evel troadeg an Inizi, d’ar Balkaniou. Ac’hano e skrive bemdez da Groaz ar Vretoned eun danevell eus ar Brezel dindan an ano a Notennou-brezel. An notennou-se a zo bet skrivet gantañ deiz-ha-deiz e-kreiz skuizder ar c’herzadennou pe zoken tan an emgannou. Sebezet e vane ar re all ouz e welout o skriva ken dinec’h ha tra e Notennou e-barz toullou graet gant tarzadennou ar bouliji. An darn-vuia eus an Notennou-se a zo bet embannet war Groaz ar Vretoned [2], nemet pennadou a-bez bet rasklet
- ↑ Mat e vefe advoula eun deiz e stumm levriou an holl skridou politikel embannet gant ar Moal ha Boscher war Groaz ar Vretoned, ha pa na vefe nemet evit diskouez da c’hallegerien Vreiz e c’heller ober politikerez e brezoneg hep mastari ar yez a c’heriou gallek (M. M.)
- ↑ E bloaveziad K. ar V. 1917 hag er bloaveziadou da heul. Notennou-brezel ar Yeodet a dalvezfe o advoula hag ober eul levr anezo. N’eo ket ker stank ar skridou testenius d’an Istor er yez vrezonek evit ma rafed fae war an hira hini. (M. M.)