Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


N’hellan ket kuitaat ar Moal hep gouestla eur geriennou bennak d’eur breur d’ezañ, Laouik. Hemañ n’oa ket desket evel e vreur, hogen ken tuet e oa hag heñ d’ar varzoniez ha d’al lennegez. Skrivet en deus e Kroaz pennadou e yez plaen pe e yez rimet. Ranket en doa divrôa ha beva e Pariz, hag e tañvaas drezañ e-unan holl c’houervderiou an harlu er Gêr Vras. Savet en deus diwar se eur romant anvet ar Ger villiget. Ouspenn skriva, en doa krouet e Sant-Denez eur bodad Breiziz heñvel a-walc’h ouz

Kelc’h keltiek an Ao. Régnier e Pariz, nemet e rae muioc’h gant ar yez hag e tize dounoc’h pobl izel ar fabourziou. Bevaet e oa ouspenn gant eur mennad kristen dindan paeroniez sant Erwan e oa bet lakaet gant e rener [1]. Kalz a vad en dije graet Laouik d’e genvroïz harluet eveltañ, ha, dre e skridou ivez, da Vreiziz chomet e Breiz, m’en dije Doue

  1. Lenn e K. ar V. 28 a Vezeven 1912 : Breiz ar broiou-krec’h : Bretoned Sant-Denez oc’h en em voda dindan banniel ar Relijion hag ar Vro ; Kelc’h sant-Erwan (M. M.)
— 39 —