Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
kavet dellezek da veza degemeret da ezel Breuriez-Veur ar Brezoneg [1].
Ar Mignon (an Ao. ’n abad Beskont) en deus skrivet war Groaz ar Vretoned kalz a bennadou e yez plaen dinaouet war eun dro eus e anaoudegez doun war draou ha buhez ar maeziou hag eus e c’hoant da rei d’e genvroïz eur gelennadurez kristen [2].
N’en doa ket studiet piz evel ar re all, al lenneien vrezonek en e raog, hogen pleustret en doa dreist-holl ha pleustret da vat yez ar bobl. Anaout a rae gwelloc’h eget nikun ar geriou-micher hag ar c’hant ha kant doare-lavar ma ra ganto al labourerien da zisplega o menoziou.
Yan Naden eo lesano unan eus ar re amparta e--
- ↑ Dibaot-kenañ eo kavout peziou-barzoniez savet gant Meliaf war Groaz ar Vretoned. Ar gwella peziou a anavezan diwar e zourn n’int ket bet moulet eno, hogen el levr Bleuniou Breiz-Izel meneget en notenn araok, pp. 120-31 ; Lilienn, Pardon santez Barban (M. M.). War G. ar V. e kaver : D’an Alc’houeder, 18 a viz Mae 1902 ; Lutun Pontouar, 24 a viz Ebrel 1904 ; Son ar Gevier, 20 a viz Meurz 1910.
- ↑ Koanta pennadou Ar Mignon eo ar re ma taolenn enno buhez an dud diwar ar maez hep re-soñjal ober kentel d’e lennerien. Ar pennadou-se, war va meno, a dalvezfe ar boan o moula en eul levr : Chilaou ! Chilaou !! 19 a Vezeven 1904 ; Koantik !!! 3 a C’houhere ; An tennañ-lin e Park ar Porz, 17 a C’houhere ; Prosision Itron Varia Feunteunio, 24 a C’houhere ; An tremp-falz pe mern gopr-est, 31 a C’houhere ; Ar c’hi-hei, 7 a Eost ; An endramm, 14 a Eost ; Ar wastell, 25 a Wengolo ; Dour a bil, 9 a Here ; Ar rag-est, 16 a Here ; An Here, 13 a viz Du ; An tennañ-potaj, 27 a viz Du ; Ar Skoulad, 4 a viz Kerzu ; Ar yar-here, 25 a viz Kerzu ; Bloavez mat ! 1a a viz Genver 1905 ; D’al labour ! 22 a C’henver ; Al labourio, 5 a C’henver ; O teilhoa ebarz ar c’hoad, 12 a C’houevrer ; O wrac’helli, 19 a C’houevrer ; Ar charre-deilho, 28 a C’houevrer ; Baradoz dudius, hon gwir Vro ! 11 a Vezeven ; Al Lin, 16 a C’houhere ; Al Lin-Du, 23 a C’houhere ; Beg an Eost, 6 a viz Eost ; Ar frezez (sivi), 10 a Wengolo ; Ar veilherez, 26 a viz Du ; Erc’h ! 18 a C’houevrer 1906. H. a. (M. M.)
— 36 —