Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’ezi en araog ar pouezusa pennadou e oan da lakaat war Groaz ar Vretoned, hag e rôe d’in pep gwech aliou leun a furnez.

Pa stagis da embann Kroaz ar Vretoned, e teraoue ar vekanikerien ijina evit al labour-douar ardivinkou nevez a bep doare hag evit pep seurt labouriou. Graet em eus, me va-unan, pennadou brezonek da zisklêria d’am lennerien petra oa ar mekanikou nevez-se [1].

Klaoda ar Prad (Barz Plougastell, Pluennzir, Klaoda), daoust n’oa ket anezañ eur barz dispar, en deus pouezet kalz war spered e genvroïz. Da genta, en e skol, ec’h eeune e ziskibled yaouank en hent ar garantez-vro hag ar Yez [2]. An holl amzer a chome d’ezañ er-maez eus ar skol a rôe da studia ar Yez ha da skriva. En tu-hont d’ar peziou a zo bet moulet war Groaz ar Vretoned, en deus skrivet meur a levr.

Eur mestr all, ken gouestlet d’ar Brezoneg ha d’ar Vro, e oa Evnig-Arvor (an Ao. Caurel). Savet war ar maez, e Kerne, gant e vamm, eur Vrezonez vat anezi, ec’h anaveze mat-tre yez e gorn-bro ha dreist-holl an holl hengouniou a zo

  1. Eur sell ouz gwellaennou al labour-douar e-pad ar c’hantved diweza, 7vet ha 14vet a viz Gouhere 1901 ; An digoavenerezed pe diziennerezed, 22 a viz Du ha 13 a viz Kerzu 1903 Ar presour (pe ar waskell), 22 a viz Du 1903 ; Ar gwaskellou (presouriou) nevez, 13vet a viz Kerzu 1903 ; Eur geriennou bennak diwar-benn ar mekanikou nevez dre eoul-douar, 8vet a viz Kerzu 1903 ; An didouezierez pe aozerez-ed, 17vet a viz Genver 1904 (M. M.)
  2. Unan eus ar re o deus graet ar gwella enor d’o mestr eo Abeozen, kenlabourer Gwalarn, en deus savet dreist-holl troïdigeziou talvoudus-kenañ eus ar c’hembraeg, en o zouez ar Mabinogion, Eñvorennou Twm o’r Nant, h. a. (F. Vallee). — Diwar e eñvoriou eus ar Brezel Bras, en deus ivez Abeozen stummet kontadennou trivlius : Marvailhou an Drailh (M. M.)
— 31 —