ar bloaveziou 1903 ha 1904 [1] hag eun niver mojennou e 1911 hag e-doug ar bloaveziou da heul [2]. Eun darn eus barzoniezou kenta an Ao. Ernault a zo bet dastumet gantañ en eul levr, Gwerziou Barz ar Gouet, a voe moulet e ti Rene Prud’homme, e Sant-Brieg, e 1903. E 1899, ec’h embannas en hevelep ti eul levrig Kroaz Doue, a oa anezañ eun advouladur nevesaet ha peurreizet eus levrig Kroaz Doue an Ao. ’n Eskob David [3].
An Ao. Ernault en deus bet eur perz bras el labour a zo bet graet evit reiza ar Yez. Araok ma voe savet Kroaz ar Vretoned hag e-keit ma oa mestr-kelenner e Sant-Charlez, en doa savet meur a skrid talvoudek, en o zouez : De l’urgence d’une exploration philologique en Bretagne ou la langue bretonne devant la Science, e ti Gwion, Sant-Brieg, 1877. El levrig-se e tiskoueze stad vantrus ar yez komzet, dilezet mui-ouz-mui gant Breiziz diwar ar maez. Eun nebeut bloaziou goude, ec’h embanne De la méthode à suivre dans l’étude philologique du breton, e ti Prud’homme, Sant-Brieg, 1881.
Evel an Ao. Loth, en deus an Ao. Ernault pouezet
- ↑ Ar C’haner koz (diouz skouer Brizeuk), 13vet a viz Gwengolo 1903 ; Furnez ha Poellder (dioc’h kan latin Horas, Ad Licinium), 4e a viz Here 1903 ; Berr eo hon beaj, 25vet a viz Here 1903 ; Bez fur ! 8 a viz Kerzu 1903 ; ar Vedalenn goz, 3vet a viz Genver 1904 (M. M.)
- ↑ Mojenn ar Vreutaerien vihan, moulet war niverenn an 20vet a viz Here 1912, a zo kinniget da Abherve. Hini ar Mesaer hag ar Roue (niverennou an 2vet, an 9vet hag ar 16vet a viz Eost 1914) a zo kinniget da Veven Mordiern. (M. M.)
- ↑ Ar Groaz Doue pe levrig an A B CH evit diski lenn e brezoneg hag e latin, gant E. Ernault, Sant-Brieg, e ti R. Prud’homme. Daoust da baeroniez uhel an Ao. ’n Eskob David, hag evit d’al levrig beza mat, e chomas serret outañ an holl skoliou (M. M.)