Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

uhel a zo graet anezi er vro Roc’h al Laz. Evel ma oa ar ger-se re c’harv da gorzailhenn ar Barizianed, divadezet ar roc’h ha kemeret gant an ostaleri an ano a Hôtel du Grand-Rocher ! N’ouzon ket pegement e koust ar bevañs en ostaleri-se, nemet gwechall em eus bevet tri pe bevar dervez e tavarn Pont ar Yar evit c’houezek real en holl. Ha c’hoaz em boa eur vag hag eur martolod koz anvet Hippolit d’ober baleadennou evit netra war ar mor.

Bro-Leon em eus gwelet dreist-holl gant va breur Juluan, a oa neuze war e studi-beleg. Eus Sant Yann ar Biz, e-lec’h hor boa tremenet eun nebeut sizunveziou, ez ejomp war droad, a-hed an aod, betek Landerne, en eur dremen dre Montroulez, Karantek, Kastell-Paol, Lesneven, ar Follgoad. En em gavout a rejomp er Follgoad evit ar pardon.

Meur a wech all ez oun aet e Plougastell-Daoulas a oa neuze distag-krenn diouz pep hent. N’oa ket bet savet ar pont ramzel, hag e ranked mont dre eur vagig-dre-lien. Da enez Vaz ha da enez Vriad oun aet ivez evel-se, dre vagou-dre-lien. Nebeut-tre a zarempredou a oa neuze etre an enezennou-se hag an Douar-bras.

Bro-Gerne em eus darempredet gwechall-goz, p’edon bihan. Eno e chome c’hoaz kerent a-berz va zad-koz a oa eus ar Gemene. Gant eur voereb d’in, c’hoar d’am mamm, ez is eur wech da welout eun eontr koz, an Ao. Samzun, hag a oa person en eur vourc’hig vihan eus Gwened. Eno e vezen lojet er presbital, hag e rejomp anaoudegez gant kendirvi, kenitervezed, holl labourerien-douar evel va zad-you, o tougen ar gwiskamant breizat hag o komz brezoneg. Koun em eus dalc’het dreist-holl eus eur genitervez

— 16 —